Overblog
Folge diesem Blog Administration + Create my blog
28. Juni 2011 2 28 /06 /Juni /2011 15:50

Un nebeud tennoù a zo bet tennet o skeudenn e-pad ar c'hrogadoù pe hani e kavit ar bravañ ? Lârit ho soñj. Atav, kaer o deus bet ar gelennerion da striviñ ha da druchiñ forzh pegement n'int ket daet da benn a c'hounid. N'eo ket o dehe kollet naket, met un dra bennak èl 2-4 a-enep ar skipailh 4vet ! Gwelloc'h e vo en eil krogad !.. euh en trivet !Tenn kreñv David etrezek...ur meni pal !ar re greñv é tiskuizh !Tenn M

Diesen Post teilen
Repost0
28. Juni 2011 2 28 /06 /Juni /2011 15:15

Eh ya ar re 4vet eo o deus tapet o lamm get ar re vihan ag ar 5vet klas. N'eo ket e oant disteroc'h, skañvoc'h met un tammig ne fichent ket kalz àr an dachenn ! E-giz m'en deus lâret un c'hoariour deomp : "Re aes e oa bout trec'h àr ar vandennad danvez forbaned-se ! Gortoomp ar c'hentañ krogad 'hat !Mari-Kler e pal ar skipailh kelennerion

Diesen Post teilen
Repost0
28. Juni 2011 2 28 /06 /Juni /2011 14:35

Gwir eo, evit ar wezh kentañ eo bet kollet kentañ lodenn tournamant mell-droad ar skolaj get ar skipailh kelennerion ! N'eo ket e oa nul an c'hoari met e-giz ma lâr Laors "ret e vo truchiñ pe uhelaat ar live" ar pezh ne vo ket moien da ma soñj. Ur soñj arall a zo daet en e soñj eo implij un "ornitoreñks". Start int da gaout er mare-mañ ag ar blez e Breizh ! Ne gollomp ket kalon"e-giz ma lâre Jorj Dimitrof Kelenner Diwan e Sofia : "Ar-sav, àr-raok na bout ma kollehec'h mar kouezhit, kouezhit àr ho sav!"

John Troad-KleizLaors the Best of the dachenn mell-droad !

Diesen Post teilen
Repost0
27. Juni 2011 1 27 /06 /Juni /2011 18:29

Bet eo an 3de klas e Pluniav, Bieuzhi-an-Dour hag e Mêlrant da
weladenniñ glad ar chapelioù hag oberennoù a-vremañ staliet enno da
geñver ar gouel « An arz er chapelioù ».
Dizoloet o deus chapel Sant-Nikolaz hag oberenn Rainer Gross, ur
c'hizelladur in situ, a-vent gant diabarzh ar chapel, hag a hent ar seller
eus an nor d'un toull er voger ma 'z eus toulloù all gant kolpennoù.
E chapel Sant-Weltaz o deus komzet gant Eric Winarto a-benn ober
anaoudegezh gant e labour.
War ar stern e oa e labour. Gant se n'eus ket bet tu gwelet ar forest
skeudennet gantañ e gwenn war ur foñs gwenn, na vo gwelet nemet
gant ur gouloù treluc'h. Ret e vo gortoz Miz Gouere da welet an
oberenn echu...
E chapel Itron Varia ar Guelhouit e oa un oberenn gant Patrick
Hébrard : ur staliadur gant ur video, diwar-benn ur vaouez hag ur den
ne zeuont ket a-benn da zarempredoù an eil gant egile.
Tro o deus bet ar skolajidi da bleustriñ, ha da seveniñ un oberenn in
situ ivez.arz.JPG

Diesen Post teilen
Repost0
27. Juni 2011 1 27 /06 /Juni /2011 18:22


Beaj e “Euskal Herria”
Bet omp bet e Bro Euskadi etre an 11 hag ar 17 a viz Ebrel. Graet hor boa un eskemm get skolajidi
Arrizmendi Ikastola e Arrasate. Degemeret hor boa da gentañ an Euskariz e miz Meurzh ha goude omp
bet e Arrasate get re drede skolaj Diwan Kemper ivez.
Aet omp kuit d'ar Lun da vitin a di-gar Gwened ha 10 euriad goude, setu ni arru e Arrasate, lec'h ma oa
hor c'henskrivourion euskadi.JPGdoc'h hor gortoz.
A-hed ar sizhun hon eus gweladennet ha dizoloet lec'hioù brudet èl Gernika, ar mirdi Guggenheim e
Bilbao pe mein-gleuzioù Arditurri.
Amzer vrav hon eus bet ha gellet hon eus tenniñ splet ag an tommder evit monet da San Sebastian pe da
gemer perzh er C'horrika (kevatal doc'h ar Redadeg e Breizh) pe c'hoazh chom da c'hoari er maez.
Bourrapl-bras a oa an eskemm, gwelet hon eus e veze difennet gwell an euskareg gete evit ar brezhoneg
genomp.
Evite, komz euskareg a zo anat.
Agur!

(Pennad skrivet gant ar re 3de)

Diesen Post teilen
Repost0
25. Juni 2011 6 25 /06 /Juni /2011 12:31

 

Ar Surf

 

 

 

Ar surf a zo ur plankenn a « ruilh » war an dour. Gellet a raomp mont àrnezhi.

Met danjerus-tre eo, a-gaos d' ar gwagennoù bras kenañ, ar bleidi-mor ha pa gouezher

barzh an dour.

 

 

 

Dizoloet oa bet ar surf gant James Cook (1728-1779) e-kerzh e drede ergerzhadenn. Erruet-eñ e inizi Sandwich e Hawaii e verzhas e oa tud hag a gemere plijadur o neuial betek ar pezh ' vez anvet « line up » (lec'h ma krog ar gwagennoù da derriñ war an aod) hag a zistroe war gein ar wagenn, war-sav, gant plankennoù troc'het en ur c'hef.

 

Evit chom a-sav war ar plankenn eo ret kaout un teknik ispisial ha dreist-holl ar c'hempouez. Anvet eo an take off ar prantad berr etre fin ar roeñvañ evit kemer ar wagenn ha stabiladur an den war ar plankenn.

 

 

 

An dra se eo arouez ar surf : ur paotr ec'h ober surf.

 

surf.jpg

 

 

Ar plankenn a c'hell bout a bep seurt lunioù àrnezhañ ; a bep seurt mentoù hag evit echu a bep seurt livioù.

 

Evit chom àr-sav war ar plankenn eo ret kaout un teknik ispisial ha dreist-holl ar c'hempouez.

 

Epenn-kentañ ar surf ne veze implijet nemet plankennou hir-tre (longboard). Al longboarda zo ur plankenn hir-tre, a 2,75 metrad da 5/6 metrad. Pounner-tre eo ar plankenn-se ha tev a-walc'h ivez.

Gant diorroadur ar sevenadur surf eo bet ijinet sportoù all, tennet diwar ar surf, gant ar memes santadoù, hag ar blijadur da risklañ war ar gwagennoù ha da gaout plijadur en ur vezañ a-gevret gant an dour, an natur hag ar gwagennoù...

 

A drugarez da Zuke Kahanamoku e penn kentañ an XXvet kantved en em ledanas ar surf betek an inizi Hawaii hag er memes amzer er Stadoù Unanet hag e Aostralia. Krogiñ a raio evit gwir ar c'henwerzh tro-dro d'ar surf er bloavezhioù 1950, 1960 gsurf_eau_01.jpgant araokadennoù an teknikoù.


 

 

 

Brieg Bainvel

Diesen Post teilen
Repost0
25. Juni 2011 6 25 /06 /Juni /2011 12:30

 

Surcouf ar reder-mor

 

Robert Surcoufa zo ganet d'an 12 a viz Kerzu 1773 hag aet da anaon d'an 8 a viz Gouere 1827 e Sant-Malo. E dad a oa Karl-Ange hag e vamm Rose-Julienne. Da 13 vlez eh aas war ur lestr marc'hadouriezh-sklaved. Da 16 vloaz e oa-eñ martolod war L'Aurore evit deskiñ e vicher reder-mor. delouen-surcouf.JPG

 

 

E miz Geñver 1793 e lakaas ar bolitikerien da dalvezout al lezenn a oa tu da dagañ bigi an enebourien e anv ar republik. Ober a reas ur bern tagadennoù, unan brudet : hini ar C'hent. Kabiten àr meur a lestr eo bet, an anvioù : Ar créole, ar clarisse, ar confiancehag arrevenant.

 

Surcouf a oa àr ar Confiance, ar C'hent a oa teir gwech brasoc'h. Muioc'h a ganolioù a oa ivez.

Surcouf a zistroas da Sant-Malo get ar C'hent.

Briag Keralum:

 

Diesen Post teilen
Repost0
25. Juni 2011 6 25 /06 /Juni /2011 12:29

 

An dour-gi mor

 

Ur loen-mor eo, hag emañ barzh familh an "otariidès".

Servij a ra an otari evit ar sirk, ar zoo hag evit ur bochad traoù arall.

 

An dour-gi mor a zo ur vronneg.

Farsus eo met gellet a ra bout trist ivez.

Jiboeset e vez gant mabden evit o c'hroc'hen .

 

Gellet a ra beviñ etre 16 vlez ha 17 vlez, tost èl ur c'hi.

 

Beviñ a ra an otari en Antartika, Kalifornia , Galapagos ...

2.jpg

 

Leya

Diesen Post teilen
Repost0
25. Juni 2011 6 25 /06 /Juni /2011 12:28

 

Ar Morganezed

 

Ar vorganez a zo ur grouadurez vurzhudus a vev er mor.

Ar vorganez a zo hanter den hag hanter pesk

 

Tud ne gredont ket enno met ni a c'hell prouiñ int gwir :

 

 

 

Ur blez 'zo, e oan aet da bourmenn war an draezhenn gant ma mignonezed e Karnak. Ha du-se hon eus gwelet korf eskern ur vorganez he doa kolet he lost.. Ne gredemp ket ar pezh a welemp. Tec'het hon eus kuit ha 100 metrad pelloc'h hon eus gwelet he lost. Galvet hon eus an archerien. Ne gredent ket ac'hanomp. Diwallit ma welit anezhi tec'hit a-raok ma rafe drouk deoc'h.

 

 

 

Kavet e vez ar morganezed el levrioù pe en istorioù :

 

Emaonp o vont da ginnig ur gontadenn savet gant Hans Christian Andersen. E gontadenn a zo anvet « Ar vorganez vihan » pe « Plac'hig al lenn ».

 

Ar vorganez vihan a vev dindan an dour gant he zad roue ar mor, he mamm-gozh hag he 5 c'hoar. Pa erru ar vorganez d'an oad da vont da welet ar pezh a zo a-us an dour ez eas diouzhtu ha gwelet a reas ul lestr get ur priñs brav (mab-den) deus e oad. Ur gorventenn a zo o tont al lestr a zroruilh ha kouezhel a ra ar priñs en dour ...

Ne lavaran ket muioc'h deoc'h leuskel a reomp ac'hanoc'h da zizoleiñ peurrest an istor.ar-vorganez-foto2.jpg

 

 

Aziliz Boulic ha Yuna Cobac

Diesen Post teilen
Repost0
25. Juni 2011 6 25 /06 /Juni /2011 12:28

 

Inizi Breizh

Setu inizi Breizh, 35 enezenn en holl!

 

Setu enezennGroe, eno eh eus ur wiblenn, ur poull-kannañ ; tourioù-tan «beg ar c'hazh, tour-tan «Penn Maez». Abaoe arRagistor, 10 000 vloaz kent J-K., eo poblet Groe. Savet eo bet ar vein-veur gant tud ar mare neolitik. E-pad an Henamzereo

deuet ar wenediz kozh (Veneti) hag ar Romaned.

 

Setu enezenn ar Gerveur,e-barzh eh eus ur feunteun vrav, ar belle-îlloise (ur vag evit sizhun arMor-bihan!),

bigi.jpg

Setu enezenn Hoedic, e-barzh eh eus porzh Sant-Gweltaz, peulvanioù war an enezenn, mor bras Treac'h ar Goured ! houadig, pe Enez hoedig, zo un enezenn vihan er meurvor Atlantel, er -maez da aod Breizh, en hi c'heñver ema enez Houad brasoc'h eviti. Ur gumun euskanton Kiberen eo ivez, e departamant ar Mor-Bihan.

 

Setu enezenn Dumet n'eus den ebet o chom war an enezenn, met e-pad meur a gantved eo bet implijet a-vareoù, da lec'h-repu gant morlaeron, ha da lec'h-difenn gant ar morlu, abalamour ma oa lec'hiet-mat, e-kreiz ur mor darempredet stank gant bigi kenwerzh. E 1990e oa bet prenet gantar Mirva an Aodoù. E-leizh a evned-mor (gouelini dreist-holl) a vez o neizhiañ eno.

 

 

Nolwenn  ha Mona

Diesen Post teilen
Repost0

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù