Overblog
Folge diesem Blog Administration + Create my blog
1. April 2022 5 01 /04 /April /2022 16:49

An naer-wiber Aspic: e vent a zo tro-dro 15 ha 20 sm, e lec’h bevañ a zo ar blaenenn sec’h-tre, e voued a zo ar grignered.

An naer-wiber Orsini: e vent a zo tro-dro 60 ha 75 sm, e lec’h bevañ a zo un tammig e pep lec'h en Europa (rak ne vez tost mui kavet er bed), e voued a zo ar grignered hag an amfibianed.

An aer lintr: e vent a zo tro-dro 50 ha 60 sm, e lec'h bevañ e pep lec'h en Europa, e voued a zo glzarded.

An naer "wiper": e vent a zo tro-dro 60 ha 70 sm, e lec'h bevañ a zo e Spagn hag e Bro-C'hall, e voued a zo ar raned.

An naer gwer ha melen: e vent a zo tro-dro 1,20 ha 1,50 sm, e lec'h bevañ a zo en Italia ha Bro-C'hall, e voued a zo ar raned, ar glazarded hag an naeron arall.

Gwenegan,

Diesen Post teilen
Repost0
1. April 2022 5 01 /04 /April /2022 16:48

Bout zo kalz a wez war an douar.

An holl zo brav. Bout zo kalz zo bras met re vihan ivez.

Me zo vont da gomz a-ziwar unan a blij din muioc’h eget ar re-all :

Ar gwez PALMEZ get eoul afrikan !

25 metr eo.

Ar palmez-mañ a zeu eus Afrika met beviñ a ra en tachadoù trovanel, hag eo gounezet evit e frouezh.

O c’hroc’hen zo pinvidik a eoul palmez hag o greun, anvet « palmek » pe « kanoù palmez », ro eoul.

Ar strob frouezh a vez gounezet 2 da 3 gwech bep miz, e-pad tout ar blezad.

Ar palmez-mañ zo brav-tre. Met, gouiet a-rit sur, an eoul palmez n’eo ket mat.

Rak plantet e vez re a balmez ha neuze ar marmouzed n’o deus ket mui a lec’h evit

bevañ hag int a varv.

Met na cheñch netra, ret eo diwall d’ar gwez zo war an douar !

D’am soñj ‘m eus kontet kalz a draoù.

Neuze, poent eo lar KENAVO !

Erin.

 

Diesen Post teilen
Repost0
1. April 2022 5 01 /04 /April /2022 16:35

Dieser Artikel wurde von "Skolaj Diwan Kemper Jakez Riou" gereposted.

Diesen Post teilen
Repost0
1. April 2022 5 01 /04 /April /2022 16:04

Ar vorgaoulenn a zo 95% a zour, ne neuilh ket mat, met bout e oant memes tra lod eus al loened bev kentañ war ar blanedenn. Ar vorgaoulenn a gas gouloù e-barzh ar mor. Ar vorgaoul n'o deus empenn ebet, na penn ivez met memes tra ar vorgaoulenn a c'hell kavout boued, tapout a reont get o brec'h hir. Evit un den, o flemmadenn a ra poan-tre hag e losk kleizennoù.

Aequorea victoria zo ur vorgaoulenn. Unan eus al loened bev a zo bioluc'hus, da lavarout e c'hell ober gouloù e-barzh ar mor.

Lucie

Diesen Post teilen
Repost0
25. März 2022 5 25 /03 /März /2022 16:36

Ar beluga a zo ivez anvet an defin gwenn. Emañ a gava bourrus ar lec'hioù yen. Pa neuia ar baluga a-us d'an dour e vez gwelet doc'htu rak e groc'hen zo gwenn, e benn zo bosek, an daoulagad a zo ardreñv ar juntadur. Ar baluga hag an narval a zo eus ar memes familh. Ar beluga a zebr pesked èl : ar morulenn, an eog hag a c'hell debriñ pesked plat. Chaseal ar baluga zo bet difennet adal 1977. Met traoù 'rall a laka anezhañ da vervel èl : an transportoù mor, ar bagoù a sell doc'h ar balumed hag an skorn é teuziñ. Mod all ar baluga zo jentil-tre èl ur c'hi .

Kanae

 

Diesen Post teilen
Repost0
25. März 2022 5 25 /03 /März /2022 16:29

90% ag an dud kozh o deus c'hoant da werzhiñ evit kavout ur lojeriz bihanoc'h dre mand in koshoc'h pe e vank argant dezhe.

Perak preniñ e Breizh ?

Breizh a zo ur rannvro karet get an estrañjourion, ur vro dibar ha gouez a chom Breizh. Kudennoù

bras a sav evit ar Vretoned a rank monet kuit pell da gavout un ti.

E-men e vez prenet ar muiañ e Breizh ?

Brest, Kiberen, Naoned, Roazhon.

Koulma

 

Diesen Post teilen
Repost0
25. März 2022 5 25 /03 /März /2022 16:20

Ar gaouenn wenn a vuzul 34 cm hirder, hag he deus ar pluñv sklaerañ eus ar gaouenned ha 'hne deus ket a zivskouarn. Ar gaouenn wenn a zihun d'an noz evit mont da chaseal logod, logod-mors, c'hwiled hag evned bihan. Adalek miz Ebrel eo gouest da neizhiañ e forzh pe viz eus ar bloaz. Ne sav neizh ebet, dozviñ a ra etre 3 ha 8 vi gwenn.

Maya

 

 

Diesen Post teilen
Repost0
25. März 2022 5 25 /03 /März /2022 16:15

Ganet eo d'an 3 a viz Genver 2003 e Stockholm e Sveden.

Aotek eo evel he c'hoar Beata.

Pa gomz eus an aotegezh he deus lâret : « Ur galloud dreist eo. »

Ur stourmerez evit an ekologiezh eo.

E 2018 e ra bep gwener un harz-skol evit an hin.

Komzet he deus er parlamant.

Graet he deus kalz a draoù evit an ekologiezh.

Ha kalz a sonjoù he deus lâret zo bet asantet gant broioù zo.

Kalz a dud yaouank o deus stourmet en he c'hichen.

Ur seurt « donezon » he deus evit komz d'ar re all hag e vefent adu ganti.

Ur plac'h kreñv tre eo Greta.

Ha n'eo nemet 19 vloaz anezhi !

Aziliz

Diesen Post teilen
Repost0
25. März 2022 5 25 /03 /März /2022 16:02

 Ar c’hezeg a c’hell bezañ meur a liv, lâret e vez « meur a sae »,evel : gwenn, gris, du, alzan, brizh, pechard

Ar c’hezeg ‘oa implijet evit ur boc

had traoù evit labourat an douar, evit ober redadegoù, mes ivez evit ar blijadur…

Meur a orin kezeg ’zo evel an hanovrian pe ar c’hezeg kwpn pe c’hoazh ar marc'h glan.

Ar c’hezek a c’hell beviñ un tammig e pep lec’h reve o orin : bout ‘zo re a c’hell beviñ er manezioù ha re ‘rall e lec’hioù yen…

Implijet e oant evit ar brezel (gant an dud pinvidik) mes ur bouchad a oa lazhet.

 Debret e vez meur a seurt greun gete evel : maiz frintet, greun, heiz flastret...

Eileen

Diesen Post teilen
Repost0
25. März 2022 5 25 /03 /März /2022 15:50
Ober a ra ur glogorenn tro-dro he c’hof evit analañ.
Ober a ra gwiad-kevnid war ar plantoù evit roiñ aer dezho.

Evit adkemer aer e lak he c’hof a-us an dour hag e adspluj.
Evit debriñ e ra evel ma vehe marv hag e c'hortoz, pa eh eus 
ul loen sell outi e tebr anezhañ.
Maelig
Diesen Post teilen
Repost0

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù