Overblog
Folge diesem Blog Administration + Create my blog
10. Januar 2014 5 10 /01 /Januar /2014 10:10

 

Bagoù dre lien

Diwan-Kup-Transrabine-2013-1813.JPG

 

Ur vag-dre-lien a zo ur vag a ya àr-raok àr vor pe àr ur lenn get nerzh an avel. En amzer gozh e veze implijet evit an treuzdougen, ar c'henwerzh hag evel-just evit brezeliiñ. Bez' e

 

oa kalz a emgannoù àr vor etre Bro-Saoz, Breizh, Bro-C'hall, Bro-Spagn hag an Izelvroioù.

Erlerc'hiet int bet e-pad an XlXvet hag an XXvet kanved get bigi o doa ur c'heflusker get aezhenn. Bremañ e vez re get kefluskerioù o kemer o flas. Ar bigi dre lien a vez implijet dreist-holl evit bale pe evit ar kevezadegoù sport. An holl vigi dre lien o deus unan pe meur a gouc'h, unan pe veur a wern, o tougen ar gouelioù.

 

Naia Le Bechennec

Diesen Post teilen
Repost0
25. Juni 2011 6 25 /06 /Juni /2011 12:31

 

Ar Surf

 

 

 

Ar surf a zo ur plankenn a « ruilh » war an dour. Gellet a raomp mont àrnezhi.

Met danjerus-tre eo, a-gaos d' ar gwagennoù bras kenañ, ar bleidi-mor ha pa gouezher

barzh an dour.

 

 

 

Dizoloet oa bet ar surf gant James Cook (1728-1779) e-kerzh e drede ergerzhadenn. Erruet-eñ e inizi Sandwich e Hawaii e verzhas e oa tud hag a gemere plijadur o neuial betek ar pezh ' vez anvet « line up » (lec'h ma krog ar gwagennoù da derriñ war an aod) hag a zistroe war gein ar wagenn, war-sav, gant plankennoù troc'het en ur c'hef.

 

Evit chom a-sav war ar plankenn eo ret kaout un teknik ispisial ha dreist-holl ar c'hempouez. Anvet eo an take off ar prantad berr etre fin ar roeñvañ evit kemer ar wagenn ha stabiladur an den war ar plankenn.

 

 

 

An dra se eo arouez ar surf : ur paotr ec'h ober surf.

 

surf.jpg

 

 

Ar plankenn a c'hell bout a bep seurt lunioù àrnezhañ ; a bep seurt mentoù hag evit echu a bep seurt livioù.

 

Evit chom àr-sav war ar plankenn eo ret kaout un teknik ispisial ha dreist-holl ar c'hempouez.

 

Epenn-kentañ ar surf ne veze implijet nemet plankennou hir-tre (longboard). Al longboarda zo ur plankenn hir-tre, a 2,75 metrad da 5/6 metrad. Pounner-tre eo ar plankenn-se ha tev a-walc'h ivez.

Gant diorroadur ar sevenadur surf eo bet ijinet sportoù all, tennet diwar ar surf, gant ar memes santadoù, hag ar blijadur da risklañ war ar gwagennoù ha da gaout plijadur en ur vezañ a-gevret gant an dour, an natur hag ar gwagennoù...

 

A drugarez da Zuke Kahanamoku e penn kentañ an XXvet kantved en em ledanas ar surf betek an inizi Hawaii hag er memes amzer er Stadoù Unanet hag e Aostralia. Krogiñ a raio evit gwir ar c'henwerzh tro-dro d'ar surf er bloavezhioù 1950, 1960 gsurf_eau_01.jpgant araokadennoù an teknikoù.


 

 

 

Brieg Bainvel

Diesen Post teilen
Repost0
25. Juni 2011 6 25 /06 /Juni /2011 12:30

 

Surcouf ar reder-mor

 

Robert Surcoufa zo ganet d'an 12 a viz Kerzu 1773 hag aet da anaon d'an 8 a viz Gouere 1827 e Sant-Malo. E dad a oa Karl-Ange hag e vamm Rose-Julienne. Da 13 vlez eh aas war ur lestr marc'hadouriezh-sklaved. Da 16 vloaz e oa-eñ martolod war L'Aurore evit deskiñ e vicher reder-mor. delouen-surcouf.JPG

 

 

E miz Geñver 1793 e lakaas ar bolitikerien da dalvezout al lezenn a oa tu da dagañ bigi an enebourien e anv ar republik. Ober a reas ur bern tagadennoù, unan brudet : hini ar C'hent. Kabiten àr meur a lestr eo bet, an anvioù : Ar créole, ar clarisse, ar confiancehag arrevenant.

 

Surcouf a oa àr ar Confiance, ar C'hent a oa teir gwech brasoc'h. Muioc'h a ganolioù a oa ivez.

Surcouf a zistroas da Sant-Malo get ar C'hent.

Briag Keralum:

 

Diesen Post teilen
Repost0
25. Juni 2011 6 25 /06 /Juni /2011 12:29

 

An dour-gi mor

 

Ur loen-mor eo, hag emañ barzh familh an "otariidès".

Servij a ra an otari evit ar sirk, ar zoo hag evit ur bochad traoù arall.

 

An dour-gi mor a zo ur vronneg.

Farsus eo met gellet a ra bout trist ivez.

Jiboeset e vez gant mabden evit o c'hroc'hen .

 

Gellet a ra beviñ etre 16 vlez ha 17 vlez, tost èl ur c'hi.

 

Beviñ a ra an otari en Antartika, Kalifornia , Galapagos ...

2.jpg

 

Leya

Diesen Post teilen
Repost0
25. Juni 2011 6 25 /06 /Juni /2011 12:28

 

Ar Morganezed

 

Ar vorganez a zo ur grouadurez vurzhudus a vev er mor.

Ar vorganez a zo hanter den hag hanter pesk

 

Tud ne gredont ket enno met ni a c'hell prouiñ int gwir :

 

 

 

Ur blez 'zo, e oan aet da bourmenn war an draezhenn gant ma mignonezed e Karnak. Ha du-se hon eus gwelet korf eskern ur vorganez he doa kolet he lost.. Ne gredemp ket ar pezh a welemp. Tec'het hon eus kuit ha 100 metrad pelloc'h hon eus gwelet he lost. Galvet hon eus an archerien. Ne gredent ket ac'hanomp. Diwallit ma welit anezhi tec'hit a-raok ma rafe drouk deoc'h.

 

 

 

Kavet e vez ar morganezed el levrioù pe en istorioù :

 

Emaonp o vont da ginnig ur gontadenn savet gant Hans Christian Andersen. E gontadenn a zo anvet « Ar vorganez vihan » pe « Plac'hig al lenn ».

 

Ar vorganez vihan a vev dindan an dour gant he zad roue ar mor, he mamm-gozh hag he 5 c'hoar. Pa erru ar vorganez d'an oad da vont da welet ar pezh a zo a-us an dour ez eas diouzhtu ha gwelet a reas ul lestr get ur priñs brav (mab-den) deus e oad. Ur gorventenn a zo o tont al lestr a zroruilh ha kouezhel a ra ar priñs en dour ...

Ne lavaran ket muioc'h deoc'h leuskel a reomp ac'hanoc'h da zizoleiñ peurrest an istor.ar-vorganez-foto2.jpg

 

 

Aziliz Boulic ha Yuna Cobac

Diesen Post teilen
Repost0
25. Juni 2011 6 25 /06 /Juni /2011 12:28

 

Inizi Breizh

Setu inizi Breizh, 35 enezenn en holl!

 

Setu enezennGroe, eno eh eus ur wiblenn, ur poull-kannañ ; tourioù-tan «beg ar c'hazh, tour-tan «Penn Maez». Abaoe arRagistor, 10 000 vloaz kent J-K., eo poblet Groe. Savet eo bet ar vein-veur gant tud ar mare neolitik. E-pad an Henamzereo

deuet ar wenediz kozh (Veneti) hag ar Romaned.

 

Setu enezenn ar Gerveur,e-barzh eh eus ur feunteun vrav, ar belle-îlloise (ur vag evit sizhun arMor-bihan!),

bigi.jpg

Setu enezenn Hoedic, e-barzh eh eus porzh Sant-Gweltaz, peulvanioù war an enezenn, mor bras Treac'h ar Goured ! houadig, pe Enez hoedig, zo un enezenn vihan er meurvor Atlantel, er -maez da aod Breizh, en hi c'heñver ema enez Houad brasoc'h eviti. Ur gumun euskanton Kiberen eo ivez, e departamant ar Mor-Bihan.

 

Setu enezenn Dumet n'eus den ebet o chom war an enezenn, met e-pad meur a gantved eo bet implijet a-vareoù, da lec'h-repu gant morlaeron, ha da lec'h-difenn gant ar morlu, abalamour ma oa lec'hiet-mat, e-kreiz ur mor darempredet stank gant bigi kenwerzh. E 1990e oa bet prenet gantar Mirva an Aodoù. E-leizh a evned-mor (gouelini dreist-holl) a vez o neizhiañ eno.

 

 

Nolwenn  ha Mona

Diesen Post teilen
Repost0
25. Juni 2011 6 25 /06 /Juni /2011 12:27

 

Setu edan anvioù un nebeud euzhviled mor :

Anv : Kraken

Ment:13-15 metrad

Istor:Un euzhvil bras-tre eo, gant brec'hioù divent. Ur vojenn skandinav eo. Sur a-walc'h eh eus bet un istor gwir kreñvaet.

Donedigezh kentañ: 1802

 

Euzhviled-mor-th.jpg

 

Anv : Nessie

Ment: 4-5 metrad

Istor: Kozh-tre eo an istor, peogwir e vez kavet roudoù kentañ e 565.

Kemeret zo bet ur foto, gant Robert Kenneth Wilson, met anzavet en deus e oa ur savadenn.

Met e 1935 eo bet gwelet gant ur c'houblad, e-barzh o oto Nessie é redek.

 

 

 

Anv : Megalodon

Dant ar megalodon a zo 20m.

Ment: etre 12 ha 13 metrad.

Bloavezh . Bevet en deus etre 25 ha 1,5 million a vloavezhioù.

 

 

 

Anv :naer-mor

Ment: 15 metrad

Donedigezh kentañ : 1555

Istor : ur vag brezel Galian he deus gwelet naer-mor bras-tre e bae Along, e 1897.

 

 

 

Anv : DIANAR

 

Ment: 1m77

Donedigezh kentañ: 123 Kent JK

Istor: adkavet hon doa e 1245 ur familh marv, e-barzh ar c'horf marv ez eus bet adkavet roudoù ar plac'h. E 1999 he deus lazhet ur bugel anvet Christian Falakr.

Lod a lâr e vev bremañ e stumm ur c'helennour a skolaj Diwan , met piv eo ?..

Tangi Hardy


Diesen Post teilen
Repost0
25. Juni 2011 6 25 /06 /Juni /2011 12:26

EUJENE RIGUIDEL

Pa vez gwelet anezhañ e vez sonjet er pezh en deus graet. Difoupet ar vojenn vev, bervidik, difennour gwiriou Mab-den, paotr ar mor-bihan a lâr e sonjoù. Eujen Riguidel a gomz gwir a-hendall e ser e veg. E vuhez leun a stourmoù hag emgannoù. An den a gar ar vuhez, met eñ a oui ivez en em lakaat e fulor.

Eujène Riguidel a zo ganet d' ar 24/11/1940.

 

 

E vuhez sportour :

E 1971 eo arruet kentañ e Kab Rio. E 1974 emañ arruet kentañ e « redadeg Lauroro » hag ar maout a zo bet gantañ e 1979 war « la transat en double » Barzh ar vojenn emañ. Gounezet en deus a enep ERIC TABARLY ha MARC PAJOT gant GILLES GAHINET war VSD gant 5 mn ha 42 eilenn lañs.

 

E vuhez stourmer:
Choazoù politikel en deus graet en e vuhez, E loveiñ etre direnerezh ha stourmerezh ecologiezh (eñ zo is-prezident kevredigezh Menhirs libres). Eñ zo bet gervet e 2006 e pad ar vanifestadeg enep an nukleel, a-enep enbroadur ar plutonium amerikan e labouradeg tretiñ an Hague. Eñ 'n deus kendalc'het ivez evit goulenn digoradur ar c'hastell e-pad ar vanifestadeg da vare devezh european ar glad e 2004.

Eujen riguidel en deus ivez sikouret ar redadeg e 2008 ; 2010 ; hag ober a raio ingal e 2012. Graet en deus kalz a dra arall!

 

D'ar sul 19 a viz Even 2011

Porzh-bageal Gwened etre kreisteiz ha 10 eur noz

Roll an devezh:

- Kenstrivadeg paolroeñvat ha roeñverezh an endervezh-pad

PAOLROEÑVAT: Digorer Gildas Flahault

ROEÑVEREZH : Digorer Evgueniy Poddubniy

RAID « MENHIRS LIBRES » : Digorer Eugène Riguidel

Pred e ti Mari Glazioù àr ar Rabin – teltenn BZH – stand boueta

15e00 Defi ar skolajoù dre skipailh-paolroeñvat : ur skolajiad,

ur c'helennour, ur c'har-skolajiad

19e00 Prizioù roet get ar vaeronez Karine Fauconnier

Sonerezh, bageerezh, treizhour ispisial transrabine, c'hoarioù Breizh, standoù a bep seurt, ti-evañ ha boued àr al lec'h a-hed an devezh. ■

 

Brieg LE ROY hag Iwan LE FOLGOC



 

 

 

 

 

eugene.jpg

Diesen Post teilen
Repost0
25. Juni 2011 6 25 /06 /Juni /2011 12:25

kartan diwan kup

Diesen Post teilen
Repost0
25. Juni 2011 6 25 /06 /Juni /2011 12:24

Ar baoted

 

Ar vaot a vev e rac'h ar meurvorioù, met pas e hini Artika.

Gallout a ra mont betek 9,3ke, met chom a ra tro 2,5ke.

Baoted e Breizh ?

Ya bout zo, met ne vez ket gwelet anezho, peogwir emaint e foñs-tout ar mor .

Debriñ a ra bougion pe krogion. Dozviñ a ra etre 70 a 200vi dre dorrad.

 

HIRDER

2 m

LEDANDER

1m-1,5m

Reoù zo a vev en dour, met ne vez ket bep gwezh a halen.

 

« Ne servij da netra mont kuit prim, ret eo mont kuit e koulz »

Setu ar perzh a soñj «Yann ar Feutan» gant al lapin hag ar vaot.

Istor ul lapin hag ur vaot a ra ur redadeg, al lapin a red kalz buanoc'h eget ar voat, ar lapin a arest evit ober ur choug bras hag er fin, ar vaot a c'hounid ar redadeg.

Baoted an Douar (Agrionemys horsfieldii)

 

Ar vaot-se a zo an hini nemeti a doull an douar evit bevañ e-barzh.

Baoted ar mor (Caretta caretta )

 

110 sm e hirder.

Beviñ a ra e lec'hioù tomm

thalassochelys eo e anv skiantel.

Baoted ar paludoù (Cistoclemmys flavomarginata)

 

Kavet eo bet gant John Edward Gray e 1863. Bremañ e vev e Sina pe resisoc'h e Ryu-Kyu.

Boated an dour

(Malaclemys terrapin)

 

Ar vaot-se ne ra nemet debriñ ha d'an noz e ta da guzhat dindan an traezh.

 

310 spesad a zo renket e 14 familh.

Amzer bevañ ur vaot dour a zo 40 vlez dre vras, hag amzer ur vaot

bras-tre a zo tro-dro 200vlez.

 

A ya, ar soubenn vaot a vez debret evel aze.

Debret e veze ur bochad e Bro-Saoz tro-dro an

XVIIIvet kantved, debret e vez c'hoazh hiziv an deiz .

 

Aziliz.C, Alwena.P

ar-vaot-aziliz-ha-alwena.jpg.jpg

Diesen Post teilen
Repost0

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù