Overblog
Folge diesem Blog Administration + Create my blog
15. Dezember 2011 4 15 /12 /Dezember /2011 14:42

 

Harfang an erc'h

harfang.jpeg

Harfang an erc'h a zo un evn bras-kenañ. E hirder a c'hell

 

 

bout betek 1m 97cm hag e ledander 53-65cm.

 

 

Eñ ' c'hell dozviñ 3 ui d'ar muiañ. Beviñ a ra e reter Europa … . .

 

 

E huchadenn a zo ur sort harzhadenn, oc'hadenn. Gellet a ra bout

 

 

gwenn-kann (par) pe gwenn get linennoù du (parez). An hani

 

 

yaouankañ a zo gris teñval.

 

 

Kavet 'vez anezhi er pradoù get erc'h pe geot berr.

 

 

Daoulagad aour en deus.

 

 

 

Klervi le Dortz

 


Diesen Post teilen
Repost0
12. Dezember 2011 1 12 /12 /Dezember /2011 12:23

 

Pesketa

 

Petra eo pesketa ?pesk.jpeg

 

Pesketa a zo gortoz e-tal ur wazh e vefe ur pesk é tebriñ ar vuzhugenn, pe ur loa pe un touell, stag doc'h an higenn.

 

Penaos vez peskaetet?

 

Pesketaet e vez gant ur vazh pesketa pe ur roued.

Lakaet e vez ur vuzhugenn evit peskata war un higenn.

Ar-lerc'h e vez gortozet ma vefe ur pesk é tont.

 

 

Evit mont pelloc'h

 

Evit ar re o deus graet meur a vloavezh pesketa pe c'hoant o deus da grog gant se, gallout a reont pesketa gant ul linenn, ul loa...

Evit tapout pesked brasoc'h pe bravoc'h...

Ulysse Le Bris

 


Diesen Post teilen
Repost0
12. Dezember 2011 1 12 /12 /Dezember /2011 12:15

 

 

 

 

 

 

 

 

AR GOUREN

 

gouren.jpeg

Ar gouren a zo ur sport hengounel eus Breizh. Evit kemer

perzh eo ret kaout ur «roched» hag ur «bragoù». Pal ar

sport-se eo lakaat an enebour da gouezhañ war e gein,

war an div flankenn-skoaz, anvet eo an disoc'h-se «al lamm». Eizh live a zo : an hini melen zo an hini bihanañ hag an hini du a zo an hini brasañ. Ur c'hrogad a bad 3

munutenn evit ar vugale. En ur c'hrogad ez eus tri zredeog

evit gwelet mat peseurt disoc'h a zo (lamm...). Disoc'hoù

all a zo : «ar c'hostin» pa gouezher war gostez ar c'hein hag «ar c'hein» pa gouezher e traoñ ar c'hein.


GOULVEN KERSANTE

Diesen Post teilen
Repost0
12. Dezember 2011 1 12 /12 /Dezember /2011 12:12

 

kazh.jpeg

Ar c'hizhier

Ar c'hizhier a zo bronneged. Bihan a-walc'h int, ha pevar fav o deus !! Gallout a reont kaout meur a liv gant o blev : du, gwenn, gell, rous, gris pe gallout a reont kaout meur a liv ivez er memes amzer. Debriñ a reont boued aozet, fourmaj kig... hag evañ a reont laezh ha dour. Ar c'hizhier a chase logod ha laboused !! Bevañ a reont e-barzh ti an dud pe mod all ez eus reoù a zo dilaosket er-maez ( paourkaezh kizhier !!! ) Paz int bihan tout eo ret dezhe chom e-barzh an ti, mont a reont er-maez nemet paz int brasoc'h. Ne blij ket d'ar c'hizhier mont e-barh an dour !! Plijout a ra kalz d'ar c'hizhier lammat e pep lec'h !! Lammat a reont war tout ar pezh a fiñv. E-pad an hañv e plij d'ar c'hizhier kousket e- tal an tan !!! Dous eo blev ar c'hizhier. Pa en deus kochoned ur c'hazh eo ret gortoz un tammig e-raok tennañ anezhe d'o mamm. Evit en em walc'hiñ, ar c'hizhier a lip o fav hag e lakont da dremen o fav war o fenn. Bez ez eus meur a ouenn disheñvel, bez ez eus reoù gant kalz a vlev, reoù gant nebeut a vlev... Ar c'hizhier a zebr, a c'hoari hag a gousk kalz !!! Ur vuhez plijus a-walc'h o deus !!!!!

Maiwenn L'Homme

Diesen Post teilen
Repost0
12. Dezember 2011 1 12 /12 /Dezember /2011 12:05

 

Michael Jackson

Ganet d'an 29 Eost 1958 e Gary ha marv d'ar 25 a viz Mezjack.jpegheven 2009 e Los Angeles. Un tad kanour hag ur mestr àr an dañs e oa. Reve levr ar rekordoù e vehe an arzour brudetañ ag ar bed. Ar seizhvet kroadur a-ziàr 9 a vugale e oa. D'an oad a 6 vlez e komañs kaniñ get e vreuder ha d'an oad a 11 vlez e c'heller lâret e ta da vout kanour a vicher get ar Jackson 5. Adal 1971 e komañs kaniñ e-gunan-penn. 10 album studio a vo enrollet dezhoñ. Setu amañ ar re anavetañ : Off the wall (1979), Thriller (1982), Bad (1987), Dangerous (1991), Hystory (1995) hag Invincible (2001). Me 'anav-me Michael Jackson a-c'houde mand eo marv. Prenet 'm eus pevar CD anezhoñ. Smooth Criminal eo ar ganenn a blija diñ ar muiañ.

 

Luca

Diesen Post teilen
Repost0
12. Dezember 2011 1 12 /12 /Dezember /2011 12:00

 

AVATAR

Avatar 'zo ur film aet er-maez ar 16 a viz Kerzu 2009.

Sevenet gant Jamavatar.jpeges Cameron (Titanic), ar film-mañ en deus graet bec'h.

AN ISTOR

An istor a dremen war ar blanedenn Pandora, aloubet

gant Mab-den. War ar blanedenn-mañ e vev ivez ar Na'vi, ''den-kazh''3 metrad ha glas. Bevañ a reont er c'hoadeier, er gwez. Ar soudard Jake Sully, mannet, a zeu war Pandora evit kaout un Avatar, ur c'horf Na'vi hep buhez. Ar c'hefridi a zo bet fiziet ennañ a zo silañ ar Na'vi, evit anavezout gwelloc'h o fallentez. Met ar soudard a wel pegen brav eo ar bed-se, distrujet gant Mab-den. Stourm a ra gant an Na'vied all a-enep an dud.

 

Bec'h en deus graet ar film-mañ rak unan eus a re kentañ e 3D e oa.

Blaise GUILLOTIN

Diesen Post teilen
Repost0
12. Dezember 2011 1 12 /12 /Dezember /2011 11:55

 

Ar c'hezeg

 

 

Ar c'hezeg a vev a-c'houde pell pell-tre. A-raok e oant implijet kalz evit brezeliñ pe evit ober ar tournamantoù goafioù pe redadegoù. Ar c'hezeg a c'helle beviñ ar pellañ betek (war-dro) 35 pe 40 vloaz. Bout zo ur bochad seurtoù kezeg. Ar c'hezeg a c'hell bout ivez ur loen da voumoumiñ. Bout zo tud a lavar ar c'hezeg a zo o mignon karetañ. Ar c'hezeg a c'hell ober adal (war-dro) 1,50 m ha betek (war-dro) 1,90. Ar c'hezeg a c'hell bout ur loened dañjerus pa emant enervet. Bout e c'hellont ivez c'hoari barzh filmoù : filmoù kowboy , filmoù prinsez..... Daoust hag-eñe vo ar c'hezeg c'hoazh amañ a-benn 100 vlez ? Ya mane zebromp ket anezhe-tout ! Grrrh!

 

jav.jpeg



Juliette hag Alice

 

Diesen Post teilen
Repost0
8. November 2011 2 08 /11 /November /2011 14:38

 

cute_otters_235-copy.jpgAr chas-dour

 

 

Ar chas-dour zo bronneged kigdebrerion, pavioù berr o deus gant skilfoù, palmet int hag ul lost hir.

 

Ar chas-dour a vev o-unan, ar babiged a chom gant o mamm betek o 6 miz.

 

Ar chas-dour a neuilh mat-tre, met gouzout a reont kerzhet e kichen ar stêr.

 

Ar chas-dour-mor a vev er mor met ezhomm o deus ivez dour dous evit en em walc'hiñ.

Ar chas-dour all (tost tout ar chas-dour) a vev en dour dous (ster, stank...).

 

E Houngaria ez eus ar muiañ a chas-dour (gant 10 000 anezho).

 

E-pad ar gouiañv ne ouiañvont ket  rak klask a raont o boued. Rak 'pad an hañv ne reont ket bernioù-boued evit ar gouañv.

 

Ar chas-dour a c'hell chom 8 munutenn dindan an dour hep analat.

 

Etre 50% ha 90% eus o boued a zo pesked, mod all e tebront laboused a-wechoù pe bronneged bihan.

Ar re vihan a c'hell debriñ betek 700g boued hag ar re gour a c'hell debriñ betek 1kg.

N'eo ket dre fazi ar chas-dour e vez nebeutoc'h a besked ,rak debriñ a raont alies pesked klañv pe tost da vervel.

 

Bout zo nebeutoc'h nebet a chas-dour memes maz eus kalz a dud a sikour anezho evit bevañ.

 

philomène haloeiza

Diesen Post teilen
Repost0
8. November 2011 2 08 /11 /November /2011 14:31

 

An Ornitoreñk

 

 

 

An ornitoreñk a zo ur bronneg a c'hell dozviñ vioù 11 mm. Ur pigos hag ul

 

lost en deus, blevek eo pa vez bras ha pa zeu er-maez deus ar vi n'eo ket

 

blevek .

 

Peder malvenn en deus koulskoude n'en deus nemet daou lagad, peogwir

 

 ez eus 2 valvenn dreuzvelus evit gwelet dindan an dour ha 2 dreist

 

evit kousket . Skilfoù binimus en deus.Ober a ra cm 60ornithorynque_concupiscent_9.jpg

 

Debriñ a ra preñved hag e bouez a zo etre 1 ha 2 kg bevañ a ra 15

 

vloaz.

 

Derhen

Diesen Post teilen
Repost0
8. November 2011 2 08 /11 /November /2011 14:25

 

An amzer

nuage.jpg

An amzer a zo brav, plijus, kaer, bourrus. An amzer n'eo ket ar

 

memes hini da vintin ha da noz e Breizh. Glav da vintin ha heol

 

d'an abardaez. Pe avel, pe koumoul, pe erc'h (e-pad ar gouiañv). E Breizh

 

ne vez ket lies a erc'h. Breizh eh deus pemp departamant ; o anv

 

a zo : ar Morbihan, Penn-ar-bed, Aodoù an arvor, Il ha gwilun ha

 

Liger Atlantel.

 

Yelena ha Clara

Diesen Post teilen
Repost0

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù