23. März 2015
1
23
/03
/März
/2015
09:29
1. Piv en deus krouet ha pegourz ?
Ar Big Ben a zo bet krouet e 1858-1859 get Benjamin Hall e Londrez, kêrbenn Bro Saoz.
2. Piv eo Benjamin Hall ?
Benjamin Hall a zo ganet e 1802 ha marv e 1867. Hennezh a oa ar kentañ baron Lianover, ijinour ha politikour.
3. Petra eo ar Big Ben ?
Big Ben a zo ur savadur brudet er bed a bezh. Ar savadur-mañ a zo e lez-anv « Ar C'hloc'h Bras », poueziñ a ra 13,5 tonenn.
Maelenn An Dortz
ha
Gwennaig Quillay
Published by skolaj Diwan Gwened
-
in
A bep seurt
20. März 2015
5
20
/03
/März
/2015
14:43
Breizh a zo anezhi ur vroad europad. Ur vro geltiek eo. Dijabl e oa Breizh betek ar 16 vet kantvet a-raok bout bet aloubet get Roue Bro-Chall hag e arme. E 1488 e oa bet aloubet Breizh get ar Frañsizion.
Ar-lerc'h an Dispac'h gall e oa bet ijinet an departamantoù : Il-ha-Gwilen (35), Morbihan (56), Penn ar bed (29), Aodoù an arvor (22), Liger Atlantel (44).
Breizh a oa ur poent strategel-bras evit bro-c'hall, etre ar mor Breizh hag ar meurvor atlantel, adal kevandir Amerika, a sikoure bro-c'hall, get e borzhioù kreñv ha strategel. Savet e veze founapl hag efedus o bagoù dezhe.
Bout a zo div yezh komzet e Breizh : Gallaoueg e Breizh uhel ha Brezhoneg e Breizh izel.
Gwennaig ha Kadvael
Published by skolaj Diwan Gwened
-
in
A bep seurt
20. März 2015
5
20
/03
/März
/2015
14:31
1)AR BADMINTON, PENAOS C'HOARI :
Lavaret e vez alies eo ar Badminton heñvel doc'h an tennis. Met n'eo ket gwir tamm ebet. Setu penaos e vez c'hoariet :
C'hoariet e vez war un dachenn un tamm bihanoc'h eget an tennis. Gant ur skobitel e vez c'hoariet. Gant daou zen e vez c'hoariet, pa vez lakaet ar skobitel da gouezhañ e tachenn an ennebour e gounezer ur poent. An hini a gounez ur poent a servij war an dachenn servij hag e servij dre ret war an dachenn servij el lec'h ma vez e enebour, da lavaret eo àr an dachenn servij veskenn dezhañ.
2) AN DACHENN :
Evel ma vez merzet , an dachenn Badminton n'eo ket heñvel tamm ebet doc'h un dachenn tennis.
1)al linenn foñs : al linenn-se a servij da vevenniñ an dachenn.
2)ar roued : ret eo lakaat ar skobitel a-us ar roued evit maz afe e kostez an enebour, merkout a ra ivez kreiz an dachenn.
3)an dachenn servij : aze e vez servijet ha resevet ar servij.
Elouan
Published by skolaj Diwan Gwened
-
in
A bep seurt
16. März 2015
1
16
/03
/März
/2015
13:44
Delwenn ar frankiz a zo bet savet e Frañs get Gustave Efel.
E-kreiz ur blasenn vras, e-kreiz kêr New-York ema bremañ.
Delwenn ar frankiz a zo ur plac'h.
Kaset eo bet e Amerika, get ur vag vras, betek New-York.
Bremañ eo arouez ar frankiz en Amerika.
Un delwenn eo get ur c'houlaouenn e-barzh he dorn hag e-barzh he dorn all he eus ur levr. An delwenn a zo get ur sae ha ur seurt kurunenn.
Kalz a dud a zeu bremañ e New-York evit gwelet an delwenn ken brudet, profet get ar frañs e 1886, evit trugarekat Amerika pah eo bet sikouret ar Frañs er brezel-bed. Posupl eo mont 'barzh he c'hurunenn evit gwelet New-York. Delwen ar frankiz a zo bet serret ur blez evit ober ur skalier all evit mont 'barzh ar gurunenn betek ar 28 a viz Here 2012.
Lyn
Published by skolaj Diwan Gwened
-
in
A bep seurt
2. Juni 2014
1
02
/06
/Juni
/2014
11:32
A-benn an 11 a viz Gouel-Mikel e vo savet fest 15 vlez ar skolaj e Pleskob.
Eno e vo ur yoc'h strolladoù ha sonerion evit lidiñ an darvoud
Dait niverus !
Abadenn Bec'h De'i
Krismenn
Alambig Eleltrik
Eien
Kerbedig
Botuha-Quillay
Le Bot-Chevrollier
Skolajidi
Get sikour Petra Neùé
http://skoazell.jimdo.com/
Published by skolaj Diwan Gwened
-
in
A bep seurt
25. April 2014
5
25
/04
/April
/2014
17:49
Get T S D, Trede Skolaj Diwan eh eus bet savet ur lec'hiad nevez da vrudiñ ha da sikour get skolaj Diwan Gwened.
Ar ar lec'hiad-se e kavoc'h titouroù a bep sort diàr ar skolaj hag ur mod da roiñ ur blank mar karit argantiñ raktresoù pedagogel ha sikour get ar brezhoneg.
Dait d'ober un dro :
Skoazell.jimdo.com
Published by skolaj Diwan Gwened
-
in
A bep seurt
24. Februar 2014
1
24
/02
/Februar
/2014
15:24
Ar gaouenn toud a zeu deus familh ar Strikidae, ul loen preizh eo. Ul loen a jiboes e-pad an noz eo ar gaouenn toud. Posubl eo gwelout anezho en Europa.
An neizh a vez alies en un toull er wezenn (er rusk) e-lec'h-mañ e vez kuzhet an uioù doc'h an dañjer.
Just a-walc'h, pa vez komzet deus dañjer, ar re vihan o deus kalz a draoù dañjerus rak n'o deus ket atav peadra da zebriñ.
Petra a zebront ?
Debriñ a ra ar gaouenn loened krignered. Goude bout splujet war ur c'hrigner (logod, razhed...) skopiñ a ra tout ar pezh n'eo ket mat eviti (lagad, eskern...) en ur gudenn.
Ar jiboes
Sioul-kenañ eo ar gaouenn pa emañ o nijal, sikour a ra kalz dezhi evit chaseal mat. Ne servij ket kalz he daoulagad mes kentoc'h e div skouarn.
Klervi CHOULETTE
Nanon BOUTHIER
Published by skolaj Diwan Gwened
-
in
A bep seurt
24. Februar 2014
1
24
/02
/Februar
/2014
14:44
Yamake a vez graet anezhañ, er ragistor e vev hag 11 vlez e oa. E dad a oa chaseour hag e vamm a rae dilhad evit ma meuriad. Deskiñ a rae tenniñ d'ar wareg ha tenniñ d'ar goaf dezhañ. Un deiz, e dad ha chaseour e veuriad a zo aet da chaseal un arz. Tad Yamake a oa aet e groc'h an arzh hag an arzh en deus sailhet àrnezhañ. Ar chaseour arall a zo aet kuit en ur redek ha tad Yamake a zo bet debret !
Yamake en deus redet betek teltenn e familh hag en deus gouelet. Un euriad àr-lerc'h en deus lâret d'e vamm :“Me 'ya da vañjiñ ma zad !”
Pemp blez ar-lerc'h eo daet da vout kreñv ha bras, ur chaseour brudet e oa bremañ. E vamm a oa klañv-bras ha pa a oa distroet da chiboesat, ur gamaradez he deus lâret dezhoñ e oa-hi marv. Un deiz, Yamake a zo aet da chaseal ag en deus gwelet ur groc'h e-lec'h ma oa un arzh e-barzh. Ar chaseour a oa get tad Yamake a oa amañ. Komzet en deus :
- Groc'h an arzh en deus lazhet ho tad eo.
- Gwir ?
- Ya gwir eo !
- Me 'ya da lazhiñ an arzh en deus lazhet ma zad.
- Diwallit !
Ha Yamake da dostaat d'ar groc'h hep gouiet ma oa dañjerus. Pa en deus gwelet an arzh en deus sailhet arnezhoñ. Un euriad àr-lerc'h ne veze ket mui klevet trouz ebet.
- Sellit... unan a sortia ag ar groc'h ! a lâras unan.
- Yammake eo !
Ur fest vras a zo bet graet evit Yamake, vañjet en doa e dad ha kontant-bras e oa. Un haroz a oa daet da vout !
YVES LE TOQUIN
Published by skolaj Diwan Gwened
-
in
A bep seurt
24. Februar 2014
1
24
/02
/Februar
/2014
11:22
Ar c'hazh hag Ar c'hazh bihan a c'hoari get laboused ha get logod.
Ar c'hazh a wisk a bep seurt livioù : gell, gris, oranjez, gwenn ha du.
Plijout a ra d'ar c'hazh c'hoari, kousket ha bezañ flouret.
Ar c'hazh a c'hell kaout betek 6 kochon.
Evit ur c'hazh, pep tra e fiñv a zo ur c'hoari. A-wezhioù e chikanont etreze.
Redek a ra ar c'hazh buan ha lammat a ra. Ar c'hazh a c'hell lammat ag ur prenestr a gentañ estaj war al leur.
Evit ar c'hazh bihan, tamm-ha-tamm e kerzh mes kouezhet a ra.
Ar vamm a gemer he c'hazh bihan 'barzh he beg.
Ur wezh ma c'hell kerzhet ar c'hazh bihan e kerzh e pep lec'h.
Kousket a ra tost a-hed an deiz gant e vreuder pe c'hoarezed, a-wezhiou ne blij ket d'ar c'hazh, ar c'hazh bihan.
Gouzout a ra ar c'hazh, piv eo e vestr get an hini a ro ar boued dezhañ.
Astrid
Published by skolaj Diwan Gwened
-
in
A bep seurt
24. Februar 2014
1
24
/02
/Februar
/2014
11:11
Ar brezhoneg eo yezh Breizh. Ur yezh kozh a-walc'h eo ha brav-bras eo.
Breizh a zo ur vro vrav ivez.
Ar Vreizhiz, tud Breizh, a zo fier doc'h o bro, levrioù, filmoù, ha traoù arall, traoù graet e brezhoneg.
Skolioù, skolajoù, liseoù a zo evit deskiñ brezhoneg.
Ar skolioù a zo un tammig e pep lec'h e Breizh ; Pondi, Gwened, Roazhon, Karaez, Kemper, An Alre, Naoned...
Ur skol Diwan eh eus ivez e Pariz.
Ar skolajoù ivez a zo un tammig e pep lec'h e Breizh.
Ar lise zo e Karaez.
Ur radio ivez a zo e brezhoneg ; Radio bro Gwened.
Ar "KLT" a vez komzet e bro-Kerne, Bro-Leon ha Bro-Treger.
Ar Gwenedeg a vez komzet er Mor-Bihan.
Kanennoù brudet a vez kanet : Kan bale an A.R.B, Me zo ganet e kreiz ar mor, Tri Martalod, Liberta, Bro gozh ma zadoù...
C'hoarioù ha sportoù a zo e Breizh : Gouren, Goafioù keltiek,
Lan a gontadennoù a zo ivez a-ziàr Breizh: Arzhur ha Merzin, Korriganed, Morgan, an Ankoù, Marc'hegourion an daol grenn...
An dañsoù : Laridenn, Ront sant-vinsant, Plin, ar Gavotenn, an Andro...
Ar bagadoù ivez : Kerlenn-Pondi, Roazhon, Kemper, Lann-Bihoue, Plougastell, Bro Kemperle, Bleimor...
Youna haYanna
Published by skolaj Diwan Gwened
-
in
A bep seurt