Bet omp bet é weladenniñ levraoueg Kemper ha Ronan Debel en deus diskouezet deomp ur bochad levrioù a bep sort. Boemus e oa gwelet levrioù kozh-tre, mes n'hon eus ket bet droed da douch anezhe.
Ur bochad levrioù kozh zo e levraoueg Kemper (Levraoueg an Ursulined.) An hini koshañ en deus tro-dro 1 000 bloaz .
Levrioù bihañ-tout a zo ha reoù all bras-tre a zo.
Levrioù a vleadoù dispar gall a zo ivez ha levrioù nevez-flamm
Ar pezh a gavan ar plijusañ a zo ober àr-dro al loened. Me 'garehe labourat en ur zoo pe kaout un ti-feurm. Gant ma c'hoar hon eus grataet adkemer ti-feurm ma mamm-gozh.Bez em eus loened met ne welan ket kalz anezhe rak kousket a ran er skolaj. Bez em eus 2 gazh, 1 pesk ruz, 6 yar hag e ti ma eontr em eus 1 poney. Graet 'm eus 5 blez marc'hegerezh. Ma loened karetañ a zo ar c'hi, ar c'hazh hag ar marc'h.Gant ar marc'h e c'heller ober meur a dra, gellet a rez monet àr e gein, labourat an douar ha bez ez eus mareoù plijus gete. Ma eontr en deus 3 c'hi, ur Border Collie, ur bichonig hag ur c'hotons tuléar.
En ur preti e oan. Kreistez e oa ha n' hor boa ket tra ebet da zebriñ. Neuze hon eus klasket ur preti ha kavet hon eus unan. Ar hennañ e oa skrivet: "Preti Halowenn".
Aet omp a-barzh. Na oa den ebet. Azezet omp, ha sellet hon eus doc'h ar roll meuzioù, skrivet a oa:
"Plad an deiz: -Digor kalon : Gwad delfin get dent chas
-Digor pred: Saladenn bizied, skouarn ...
-Pred: Fritez get kig marc'h
-Dibenn-pred: Katev kaoc'h fri"
Kavet a raemp iskis ar roll meuzioù ur sort. Neuze eo bet kaset an digor kalon. En digor kalon e oa: Ur voutailhad skrivet warni "Gwad delfin" get dent chas en un asied. Ha goude hon eus bet ur saladenn bizied ha skouarn. Goude hon eus bet fritez roz ha kig marc'h. En dibenn pred hon eus bet katev kaoc'h fri...
Ur benveg-seniñ eo ar vombard, doc'h familh ar binvioù dre c'hwezhiñ, a orin get familh ar ( c'hoadhuelennoù ) (oboell). Implijet e vez ar vombard e sonerezh hengounel Breizh, estroc'h evit e Breizh e vez kavet, e-lec'h ma vez implijet evit seniñ dre goublad pe er bagadoù. Ral e vez gwelet un talabarder o soniñ e-unan rak e c'houlenn ar benveg ur striv korf bras a-walc'h a-benn c'hwezhiñ er lañchenn. Alies e son un talabarder gant ur binioù ( bras pe bihan ), rakar benveg-se ac'hell soniñ hep ober ehanoù.
Lann-ar-ster zo ur gêr e-tal an Oriant. Ur gêr evit ar vugale eo peogwir eh eus, ur poull–neuial, ur skol dansoù (Breizh, klasel, jazz...), ur skol sonerezh, mell-zorn, basket... ar bus eo bus An Oriant anvet ar CTRL. Ur park a zo park ST josef ar plesiz e-tal un iliz hag ur skol gant ar memes anv. E lann-ar-stêr eh eus kreizennoù dudi, evit ar re vihan hag evit ar re 6 vlez betek 10 vlez eh eus ST Niau. Evit ar re 11 vlez betek 14 vlez e vez ar pasport betek 20 vlez eo ar lec'h evit ar re yaouank. Ur stêr a zo e-tal hag anvet ar skorv. Graet e vez kaiak, roeñverezh... Ur skrivadenn e brezhoneg evit ar skolioù e brezhoneg zo ivez. Ar gêr-mañ a sikour saloñsioù (saloñs ar levrioù, ar chokolad...). Ur sinema a zo ivez (mega CGR eo e anv). Evit debriñ eh eus ur biocoop... Ur sal zo e kreiz-kêr anvet sal Jean Vilar. Ar sal-se a servij da bep tra : dañsoù, pezhiou-c'hoari traoù e giz se .
Tanki online zo bet ijinet get ar Rusianed. Un c'hoari a vez c'hoariet dre ar bed.
Get tankoù eo ar c'hoari-mañ, kanolioù, livaj (evit an tank), tro-dro 29 live a zo da dremen.
Evit tremen liveoù eo ret distrujiñ tankoù all, dre skipailh pe hepte.
Get kristaloù e vez prenet livaj (dragon...) kanolioù (smoki, firebird, twins, raligun, tunder, isida, rikochet...)
houarnioù (viking, hornet, mamout...)
penaos kaout kristaloù ?
En ur c'hoari ez eus pakadoù staget eus an harzlamm (kristaloù, speed, skoued, e-kreñver evit kreñvaat ar c'hanolioù hag ar gold box, ur pakad get 1000 kristal e-barzh .
Mod-arall e vez roet get da vignoned (m'ho peus) pe dre zegouezh (ma n'ho peus ket c'hoariet e-pad pell pe pa 'peus cheñchet live)
penaos cheñch live ?
En ur zistrujiñ tankoù arall, ar muiañ posupl, e vez gwelet ur skouergorneg hir ha pa vez lazhet tankoù en em lan .
Ar gouren: ur sport hinienel c'hoariet gant daou zen.
Oc'h en em gannañ war an traezh emañ an daou c'hoarier.
C'hoariet e vez e Kerne-veur, Bro-Skos, ha memes e su ar Stadoù-Unanet hag e Breizh evel just!
Lakaet e vez ur roched evit c'hoari, ur penn maout kelc'hiet gant ul liv disheñvel evit pep live e c'hellomp gwelout war ar roched, ha bragoù ispisial ivez.
Pal ar c'hoari, lakaat an enebour war al leur : ma vez an divskoaz a-raok ar c'horf eo an enebour all en deus gounezet. kalz a genstrivadegoù zo evit liveoù disheñvel : bidoc'hig ; krenn baotred;bihanig.
Kroget eo bet da c'hoari gouren e Breizh da gentañ tout, e lV vet kantvet.