Al loupard a zo ur c'hazh bras, a vev e menezioù Azia, da 6000 metr uhelder. E-pad ar goañv e tiskenn da 2000m. War-dro 75 kilo eo. Ur c’higdebrer eo. Bout ez eus c'hoazh 6000 loupard erc'h en natur. Al loupard erc'h a zo ur spesad o vont da get peogwir eo chaseet evit e feur. Posubl eo dezho chaseal preizhoù teir gwech brasoc'h egeto.
Undertale zo ur c'hoari roll video. Krouet e bet gant Toby Fox.
Undertale zo ur c'hoari video dizalc'h e-lec'h oc'h ur bugel kouezhet e barzh an Underground « dindanzouar ».
Undertale a zo bet embannet ar 15 a viz Gwengolo 2015.
Gellet a rit c'hoari e Saozneg hag e Japaneg, met gellit a rit ivez treuzkas ur patch e Galleg ma karit. Lec'hiad ofisiel Undertale zo « undertale.com ».
Undertale zo 5 blez hag evit e pemp blez o deus graet ur laz-seniñ setu ar liamm :
Ma c'hazh am eus bet anezhañ daou vlez zo evit ma deiz ha bloaz.
Moutik-tre eo, kousket a ra ganin bemnoz.
Div pe deir gwech en deus degaset logod en ti met sañset e tebr boued-kazh.
Pa oa bihan e lamme e pep lec'h evit tapout c’hwibed.
Kavet hon eus Orius en SPA.
Kousket a ra Orius an deiz hag eñ a ya da bourmen pa ra noz.
A-raok em boa ur c'hazh all anvet Reglisse 16 vloaz e oa met re glañv e oa, degaset hon eus anezhi e ti ar mezeg loened hag he deus graet ur flemmadenn ha marv eo.
Bez ez eus 1500 spesad (tamm pe damm) stered-mor, dispartiet int e tost tregont familh. Beviñ a reont etre pevar ha pemp blez pe a wezhoù muioc'h. Kigdebrerion int, debriñ a reont loened a za goustadig. Un arouez a-bouez eo evit ar morhent. Ar spesad a zo ar muiañ en Europa hag an hini ar muiañ studiet eo ar steredenn-vor boutiñ. Pemp brec'h pe muioc'h o deus.
Ar flammeg boutin, er c’hontrol ar pezh e c’hellfer soñjal en deus muioc’h a bluñv gwenn eget roz. Beviñ a reont e strolladoù, alies a-walc’h e gwernioù. Ne zebront nemet (pe dost) divellkeinegened dourek hag o larvennoù. Met memes gant o ment bras o deus un neubeut a loened preizh : ar mac’hormed da skouer, pe c’hoazh ar bleiz-louarn, al louarn, ar pemoc’h-gouez, ar chas...
Kavet e vez anezhe en Afrika al liesañ, en Europa hag en Azia.
Ar c'hoala a vev en Aostralia. Pouez ar c'hoala a zo etre 5 ha 15 KG ha ment ar c'hoala etre 70 ha 80 Cm. Bevañ a ra e koadegoù eukaliptuz. Evit en em zifenn, e tant hag a skilf ar c'hoala. Chom a ra ar babig e-barzh kof e vamm e-pad 35 deiz. Debriñ a ra delioù gwez eukaliptuz tro-dro 500g bemnoz. Ar c'hoala a bas e amzer da gousket war ur vrankenn. Liv ar c'hoala a zo gris, gwenn hag un tammig gell, e c'hof a zo gwenn, e fri zo du hag e lagad a zo gell pe du. 5 biz en deus gris ha du eo. Bevañ a ra etre 13 ha 18 vloaz en natur. Ne zebr ket kig ur geotdebrer eo.
Er chanter Harlande e wollf e béal Feirste en Iwerzhon. Ur gwir lestr a-stroñs a oa evit e amzer : 269,1 m e hirder : 28,2 m a ledander ; 7 pont ; 892 implijad. Gouest e oa da zegemer 2 435 den.
D'an 10 a viz ebre 1912 e kuitaas war-du New-York. Pevar devezh diwezhatoc'h e stokas ouzh un isberg p'edo 600 km er Su d'an Douar-nevez ; war-dro 1 500 den a voe kollet ha 700 bennak a savetas o buhez. Antronoz a yaas al lestr meur d’ar strad
Istoer Kuchisake-Onna a zo ur vojenn kêr e japaneg
Kuchisake-Onna a oa ur plac'h a veve pell zo, hi oa dimizet get ur
samouraï hag hi a veve e Bro Japon. Hi a oa brav-tre, bemdez e c'houlenne get ar vugale ma oa brav, ar vugale a lâre « ya !». Un deiz he deus doganet he gwaz. He gwaz a oa gourvennek ha fumet, hag eñ en deus didroc'het beg Kuchisake betek an divskouarn hag eñ en deus lâret « Piv ho kavo brav bremañ ? ».
Ha bremañ Kuchisake-Onna he deus ur maskl surjianerez. Ha hi a choma er-maez da noz evit goulenn get ar vugale mard int o-unan « Brav on ? »
(« Watashi kirei? »). Ma lârit ya pe pas hi a ya d'ho lazhiñ. Evit n' ho lazhe ket Kuchisake-Onna eo ret lâret hag hi a zo stel ar merc'hed arall .