Overblog
Folge diesem Blog Administration + Create my blog
8. November 2011 2 08 /11 /November /2011 14:17

 

Ar vell vole

 

Ar vole a zo bet ijinet gant ar pastor William Morgan e 1895 (4 bloaz àr-lerc'h ar basket), er bloavezh-se e oa anvet «Mintonette», Morgan en doa c'hoant da ober ur sport hep taolioù , evel an tennis, met, gant ur volotenn . E 1910 eo bet cheñchet an anv gant Halstead rak eñ a gave a rae re vugelel. N'eo nemet e 1919 e erru ar vole e Breizh. Ar vole a vez c'hoariet gant ur roued 2 m e uhelder hag ur volotenn ler. Bout zo daou skipailh, ar reolennoù a zo : gouniet e vez ur poent pa vez lakaet ar volotenn e tachenn an enebourion ( bevennet gant linennoù ), ur bartienn a vez echuet pa vez 25 poent gant ur skipailh ( gant 2 poent diforc'h ).

VOLLEY_ILLUSTRATION_111108.jpgRonan

Diesen Post teilen
Repost0
8. November 2011 2 08 /11 /November /2011 14:10

 

ISTOR AR BIROU

 

Ar biroù o deus kroget er grennam zer er  Rouantelezh Unanet.

Ar bennaenn a oa banniñ ur saezhell e-barzh ur sibl. An dud o deus ijinet ar biroù a zo bet awenet gant ar sport arall : ar gwaregiñ.

Un deiz, an enklasker PATRICK CHAPLIN en doa kavet doereoù e-barzh levrioù abaoe tro-dro 1350 a lâre hag ar DARTS (a dalv biroù) a veze c'hoariet gant an dud paour.

Bremañ emañ brudet-tre ar biroù er Rouantelezh Unanet. Gwalleüruzamant n'eo ket brudet kalz e Breizh.darts-ttl.jpg

LOUIS

Diesen Post teilen
Repost0
8. November 2011 2 08 /11 /November /2011 11:23

Ar jagwar

Ar jagwar a zo ul loen a zebr kig. Kavet e vez a loen-se e Mec'hiko hag e Amerika kreiz. Ar jagwar a zo e bouez 36 kg betek 136 kg ! O c'horf a ra 112 da 185 cm. Ar jaguar a debr tost tout sarpant « caiman » Ha gellet a ra chaseal loened a zo 3 da 4 gwech e bouez ! Goude etre 93 ha 105 devezh ez eus etre 1 ha 4 bihan. Mesket e vez e feur gant hini ar banterenn. Bremañ ne chom ket ur bern jagwared. Ur bern a zo bet chaseet evit e feur.

jaguar4.jpgGwennan

Diesen Post teilen
Repost0
7. November 2011 1 07 /11 /November /2011 13:45

 

ar louarn

 

Ar louarn a zo brav get e liviou gell- orangez.E di a zo en natur,graet e-unan get e dreid hag e veg.

 

Kemer a ra e voued get e veg evit roiñ d'e luherniged ha d'e barez.

 

Debriñ a ra : lapined,  logod, gedon, sivi, amprevaned, buzhug...

 

Eñ a vev a-barzh un toull a-barzh an douar. Eñ 'ra 1,25 a hirder ha 50 cm betek e lost. etre 5 ha 6 kg

Guillaume ha Fañch

renard_roux_104.jpg e pouez.

Diesen Post teilen
Repost0
7. November 2011 1 07 /11 /November /2011 11:33

 

Barzhoneg :

Ar lec'hioù brav

 

Ar mor zo brav

Brav èl ar bravig

Ur bravig karet!

 

Ar c'hoadoù zo plijus

Plijus èl ar laboused

Ul labous karet!

 

Ar maezioù zo kaer

Kaer èl an aod

Un aod karet!

 

Ar menezioù zo uhel

Uhel èl an aer

Un aer karet !

Yelena ha Clara

Diesen Post teilen
Repost0
22. September 2011 4 22 /09 /September /2011 16:50

Ar Fasmed

 

Ur fasm zo un amprevan a c'hell en em veskiñ gant e endro. Meur a seurt zo : Ar fasm brankenn, ar fasm delienn(war ar foto),ar fasm dreinek... Beviñ a reont kentoc'h el lec'hioù tomm met ar fasm brankenn a vev e Breizh. Ar fasm brankenn a c'hell ober 10 cm, ar fasmed delienn 20cm hag ar fasm dreinek ivez met ar fasm brasañ, ar fasm ramz, a c'hell ober betek 50 cm! Ober a reont uioù bihan tout :4 mm d'ar muiañ (evit ar fasm brankenn) Debriñ a reont iliav ha drein (evit ar fasm brankenn)

 

Blaise hag UlyssePh72.jpg

Diesen Post teilen
Repost0
6. September 2011 2 06 /09 /September /2011 15:52

Setu kroget en-dro ar skol ! Un distro a-feson a zo bet. 120 skolajiad ar blez-mañ.

Diesen Post teilen
Repost0
30. Juni 2011 4 30 /06 /Juni /2011 09:12

Get dibenn ar blez e vo kaset cheñchamantoù e skipailh ar skolaj. Mont a ra Bastian, hor penngasour muiañ karet, da gaout an heol tra bro. Chañs vat dezhañ hag a-benn nebeut pechañs.

Annie ivez a ya kuit, àr he leve, Met ne zisoñjay ket ac'hanomp, hen grataet he deus. Dont a ray d'hon saludiñ ur wezh an amzer !

Ha Laors, hor sekretour, en deus divizet cheñch hent micher. Trugarez dezhañ ivez evit razh e labour efedus ha spletus en deus kaset evit ar skipailh, ar skoljidi hag ar gerent. 

A galon ho trugarekaomp ! Chañs vat evit ho raktresoù nevez. Photo0023.jpgPhoto0012.jpg

Photo0009.jpg

 

Diesen Post teilen
Repost0
29. Juni 2011 3 29 /06 /Juni /2011 21:31

A-benn pegourz e vo ofisiel hor yezh ? Ur soñj ? Sellit ta ur gentel a zemokratelezh !


 

 

Diesen Post teilen
Repost0
28. Juni 2011 2 28 /06 /Juni /2011 16:06

 

E miz c'hwevrer omp bet e Bro-Skos.

A-raok, hon eus bet tu da welet ar « White horse » e Uffington e Bro-Saoz.

En desped d'an amzer yen-sklas hon eus baleet betak ur jav gwenn bras meurbet « engravet » en douar doc'h torr ur manez 3000 blez zo. Hani na oui perak emañ bet graet. Pegen souezhus !

 

The White Horse

Chomet omp pevar devezh en Edinburgh.Aze, hon eus gweladennet pasabl a draoù:

An « Old town » ha « Mary King's Close », the « Royal mile » get « John Knox's House », « St Gilles Cathedral », « Holyrood Palace » ti ar rouanez hag ar brav ha bras  a « Edinburgh castle » savet tro-dro 1100 hag a sach ur milion a dud bep blez .

 

John Knox's house Edinburgh Castle Holyrood Palace

An « New town »:  « Princess Street » hag e stalioù (fiskal evit ober shopping!) ha Charlotte square get e dier brav!.

Charlotte Square

 

E Stirling omp bet ivez :Gweladennet hon eus ar « Wallace Monument » savet 140 blez zo e enor William Wallace hag en doa stourmet evit frankiz Bro-Skos 700 vlez zo! Gwelet hor boa ar film « BraveHeart »  a-raok!

 

Profitet hon eus bout e Stirling evit mont da vale da V/Balmaha e-tal Loc'h Lomond. Ambrouget omp bet get Arthur, un den ag ar vro ag en deus diskouezet deomp plantoù; gwez hag a oa a- bouez gwerso evit an dud en o buhez pemdeziek.

 

War hon distro, e-tal Carlisle hon eus gwelet un tamm ag an « Hadrian's wall » savet adalek 122 get ar Romaniz a-enep ar Bicted. Ne chome ket kalz a vein ag ar voger mes gellet hon eus ijin penaos e oa pa oa savet ha gellet hon eus profitiñ ag ar gwel-kaer : ul lec'h dibabet get ar Romaniz evit gwelet a-ziabell e oa!

 

 

 

Wallace monument Stirling Hadrian's wall

images.jpgMari-Kler

Diesen Post teilen
Repost0

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù