Overblog
Edit post Folge diesem Blog Administration + Create my blog
3. Juni 2019 1 03 /06 /Juni /2019 13:58

Helena Bonham Carter a zo un aktourez saoz, ganet d’ar 26 a viz Mae 1966 e Londrez (Rouantelezh-Unanet). Kaozeal a ra saozneg ha galleg.

He zud a zo Elena Propper de Callejon ha Raymond Bonham Carter. Daou vreur he deus.

Ur mab he deus bet e 2003 hag ur verc’h e 2007 get Tim Burton, getañ eo chomet etre 2001 ha 2014. Kenlabouret he deus kalz getañ.

Da skouer he deus c’hoariet e-barzh Charlie et la chocolaterie, Alice au pays des merveilles, Les Noces funèbres pe c’hoazh Dark Shadows.

C’hoariet he deus ivez e-barzh Harry Potter, Les Misérables, Wallace et Gromit, Frankenstein, Fight Club ha kalz a filmoù arall.
He c’hentañ roll a oa e Lady Jane.

A-lies e c’hoari maouezed iskis, klañv, foll hag all.

 

Diesen Post teilen
Repost0

Kommentare

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù