Overblog
Edit post Folge diesem Blog Administration + Create my blog
3. Juni 2019 1 03 /06 /Juni /2019 14:04

 Ar c’harotez (Daucus carota) a zo plantoù. O gwrizienn hir orañjez a zo implijet evel legumaj.

 

Daou spesad zo :

-hini ar Reter, an hini implijet ar muiañ e pep lec’h er bed estreget en Azia, he gwrizienn a c’hell bout orañjez, melen pe gwenn.

-hini ar C’hornôg, kentoc’h eus Azia, ur gwrizienn vouk pe melen dezhi.

 

Istoer : hendad ar garotezenn, ar garotezenn ouez, a zeu a vro Iran. Re start eo evit bout debret. Met ma vez dastumet anezhi abred a-walc’h, ez eo dres ar memes legumaj evel karotez ar jardrin a anavomp-ni.

E-pad an Eil Brezel Bed, blenourion kirri-nij ar Royal Force One a zebre kalz a garotez evit donaat o selloù e-pad an noz.

 

Implij : debret e vez anezhi e meur a stumm ; poazhet, e soubenn, just troc’het a dammoù, e-barzh katev…

 

Kalz a vitami

n e vez kavet enni, ha kalz a nutriantoù. Lâret e vez lies (dreist-holl get tud deuet o deus c’hoant lakaat o vugale da zebriñ karotez) e vec’h seven hag ho po “divfeskenn da vout roz” (pezh n’eo ket gaou, rak enni eh eus beta-karoten, a liv un tamm ar c'hroc’henn) ma tebrit a-walc’h anezhe.

 

Troioù-lavar :

Poil de Carotte : lezanv (jentilig pe a wechoù displijus) roet d’an dud get blev ruz, a-gaoz da romant Jules Renard Poil de Carotte.

Ar c’harotez hag ar vazh : div feson disheñvel da lakaat an ezen da vont war-raok ; unan plijus a-walc’h hag an hini all kalz displijusoc’h.

Leontine P. 

Diesen Post teilen
Repost0

Kommentare

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù