Overblog
Edit post Folge diesem Blog Administration + Create my blog
14. Mai 2019 2 14 /05 /Mai /2019 11:19

Warriors a zo ul levr bet skrivet get Erin Hunter. Al levr kentañ a zo bet embannet e 2003 e Rouantelezh-Unanet.

Ar rummad-se a zo skrivet get heuliadoù : e pep heuliad e vez 6 levr.

Hiriv an deiz ez eus bet troet 6 heuliad e Frañs.

An istor :

Ur c'hazh anvet Rusty a veve en un ti e-barzh ur gêriadenn, un deiz e teuas maez ag e jardin hag a daol-trumm a voe taget get ur c'hazh gouez anvet « Koumoul Gris ». Displeget e voe dezhañ e veve kizhier gouez e-barzh koskoriadoù: bez e voe 5 klan : koskoriad ar gurun, koskoriad an avel, koskoriad ar skeud, koskoriad ar stêr ha koskoriad ar stered (eno e vez tout ar c'hizhier marv).

Ha divizout a raio Rusty get kinnig « Stered c'hlas », mestrez koskoriad ar gurun d'ar mare-se, monet da veviñ evel ur c'hazh gouez.

Erruet e koskoriad ar gurun e cheñchas anv Rusty evit kemer e anv deskard : « Koumoul an tan ».

Er penn kentañ a oa diaes dezhañ kavout e blas rak ne oant ket an holl gizhier a-du e vevfe ur c'hazh doñv e-barzh ur c'hoskoriad.

Mes tamm-ha-tamm e kavas mignoned hag a-dal an dra-se e krogas e istor e-barzh koskoriad ar gurun.

Mael Lechevallier

 

 

 

Diesen Post teilen
Repost0

Kommentare

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù