Overblog
Edit post Folge diesem Blog Administration + Create my blog
17. Mai 2019 5 17 /05 /Mai /2019 16:08

Ar velo àr hentoù a zo unan eus ar sportoù a-vicher, adalek fin ar 19vet kantved. Ar redadeg kentañ eus an istor a oa d'an 31 a viz Mae 1868 e park sant-Cloud e Pariz. Gounezet eo bet get James Moore, ur saoz. E 1896 ar velo àr hent a oa amañ adal c'hoari olimpek kentañ en Aten. Ar 7 a viz Du 1869 ez eus eus ar c'hentañ redadeg a gêr da gêr etre Pariz ha Rouen. An hentad-mañ a oa 123 km, tro-dro 100 den er penn-kentañ ha 33 hepken er fin. Ar saoz James Moore a c'hounit ar redadeg e-korf 10 eur 45 munut.

Redadegoù arall a gêr da gêr etre Londrez ha Brighton pe Pariz ha Roubaix da skouer.

E-pad ar C'hoarioù Olimpek 1896, ar re gentañ ag ar prantad modern Léon Flameng a c'hounit ar redadeg. Ar c’hentañ Tro-Frañs a grog e Gouere 1903.

Ar velo-kros a zo ivez ur sport a vicher, e-penn kentañ e servij hepken da bleustriñ evit ar velo àr hent e-pad ar gouiañv. Mes bremañ eo ur sport gwir, pleustret e vez pad an diskar-amzer hag ar gouiañv. Kampionad ar bed kentañ e belo-kros a oa e 1950 e Frañs, gounezet eo bet get Jean Robic.

Ar VTT a zo bet krouet e 1970, e Stadoù Unanet Amerika. A-c'houde 1990 eh eus a gampionad ar bed VTT. Ne vez ket graet VTT àr an hentoù goudroñset, mes àr hentoù douar.

Louise S.

 

Diesen Post teilen
Repost0

Kommentare

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù