Overblog
Edit post Folge diesem Blog Administration + Create my blog
10. Januar 2014 5 10 /01 /Januar /2014 10:10

 

Bagoù dre lien

Diwan-Kup-Transrabine-2013-1813.JPG

 

Ur vag-dre-lien a zo ur vag a ya àr-raok àr vor pe àr ur lenn get nerzh an avel. En amzer gozh e veze implijet evit an treuzdougen, ar c'henwerzh hag evel-just evit brezeliiñ. Bez' e

 

oa kalz a emgannoù àr vor etre Bro-Saoz, Breizh, Bro-C'hall, Bro-Spagn hag an Izelvroioù.

Erlerc'hiet int bet e-pad an XlXvet hag an XXvet kanved get bigi o doa ur c'heflusker get aezhenn. Bremañ e vez re get kefluskerioù o kemer o flas. Ar bigi dre lien a vez implijet dreist-holl evit bale pe evit ar kevezadegoù sport. An holl vigi dre lien o deus unan pe meur a gouc'h, unan pe veur a wern, o tougen ar gouelioù.

 

Naia Le Bechennec

Diesen Post teilen
Repost0

Kommentare

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù