Overblog
Folge diesem Blog Administration + Create my blog
19. April 2018 4 19 /04 /April /2018 17:19

 

Black Panther a zo ur film a gonta istoer ur vro : Ar Wakanda, ar vro-se a zo savet e-lec'h ma oa kouezhet ur maen-kurun lann a uraniom, e Afrika hag àr an tachad douar-mañ e oa ganet 4 meuriad disheñval : hini ar pantered, ar gorilled...

 

Un nebeut traou a-ziàr :

An aktourion pennañ :

Michael B. Jordan (Erik Killmonger);lupita Nyong'o(Nakia)

; Danai Gurira(Okoye);Chadwick Boseman(T'challa(Panter Du));Andy Serkis(Klaw).

Sevenour :

Ryan Coogler

Daet er-maez :

29 a viz Genver 2018

Traou arall :

An aktourion pennañ (arall):

Daniel Kaluuya (W'kabi);Martin Freeman (Everett);Atandwa Kani (T'Chaka).

Amzer :

2 euriad ha 14 munutenn

Petra ? :

Ur film oberiant hag avantur eo Black Phanter

Moïra Simon

Diesen Post teilen
Repost0
19. April 2018 4 19 /04 /April /2018 15:47

Fortnite battle royale a zo un c'hoari video bet krouet e 2017. Bout ez eus partiennoù gant 100 den, pal ar c'hoari eo bout an hini divezhañ o vevañ, bout ez eus ivez ur zonenn hag ur gaz. Emaomp rediet mont e-barzh ar zonenn mod-all e vez tapet freuz gant ar gaz 1 degad evit an div zonenn gantañ, 2 zegad evit an 3 zonenn,

3 degad evit ar 4vet zonenn.... Bout ez eus ivez kalz a armoù evit lavarout pegen rouez eo an armoù e vez implijet liv gris e normal. Gwer a zo un tamm gwelloc'h ha glas a zo prizius, mouk a zo mojennek ha melen a zo mojennek-tre.

 

Elouan Guillou 6vet B

Diesen Post teilen
Repost0
16. April 2018 1 16 /04 /April /2018 14:11

 

Evit ober un tiramisu evit 4 den emañ ret deoc'h kaout :

- 2 vi

- 50 g sukr rous

- ur pakad sukr vanilha 1/2

-130 g maskarpon

-12 gwispid get ur loa

 

 

-25 cl kafe du hep sukr

-15 g kakao c'hwerv

 

Lodenn 1 :

Da gentañ dispartiet ar gwenn deus ar melen vi.

Lodenn 2 :

Meskit ar melen get ar sukr rous hag ar sukr vanilha.

 

Lodenn 3 :

Get ar melen vi ar sukr rous hag ar sukr vanilha lakait ar maskarpon ha meskit get ur strilh.

Lodenn 4 :

Lakait ar gwenn vi da vonet e erc'h a lakait e -barzh .

Lodenn 5 :

Glepit ar gwispid e -barzh ar c'hafe , goude e lakait e foñs ar plat.

Lodenn 6 :

Lakait an toaz war ar gwispid ha grait ar memestra en-dro.

Lodenn 7 :

Lakit ar c'hakao.

Lodenn 8 :

Lakait e- barzh ar yenerez e -pad 4 eurvezh ha goude debrit yen !!!

Debrit get kalon !!!

Ana Vernet


     


     


     


     


     


     


     


     


     


     


     


     


     


     


     


     


     


     

     

     

     

     

     

     

     

     

     

     

     

     

     

     

    Diesen Post teilen
    Repost0
    16. April 2018 1 16 /04 /April /2018 13:45

    Evit ober krampouezh ho po afer:

    -200 gramm bleud

    -50 santilitrad laezh

    (un hanter litrad laezh)

    -3 vi

    -2 loiad vras a sukr

    -1 pakad sukr vanilhez

    Skuilhit ar bleud hag ar sukr en ur volenn.

    Torrit ar vioù e-barzh ha meskit get ul loa goad pe ur foet.

    Ouzhpennit al laezh a verradoù hep paouez da veskañ.

    Loskit an toaz da ziskuizh e-pad un eurvezh.

     

    Hag àr-lerc'h grait ho krampouezh ha debrit get kalon !

    Eilis

    Diesen Post teilen
    Repost0
    16. April 2018 1 16 /04 /April /2018 11:35

    -Al levr «Al loened burzhudus 1,2» a zo bet krouet gant J.K Rowling e saozneg hag embannet el levraouegoù d'an 12 a viz Meurzh 2001 e Londrez ha troet eo bet e Galleg gant Jean-François Ménard d'an 19 a viz Eost 2001 e Pariz. Bez eus daou levr diàr ar film-mañ.

    -Ar film «Al loened burzhudus ha pelec'h o c'havout» a oa ar film kentañ, ar senario a zo bet krouet gant J.K Rowling e 2016 e saozneg ha kempennet gant David Yates. Ar c'hoariourion pennañ a zo:

    -Eddie Redmayne (Norbert Dragonneau)

    -Katherine Waterston (Porpentina Goldstein)
    -Dan Floger (Jacob Kowalski)
    -Alison Sudol (Queenie Goldstein)
    -Colin Farrell (Percival Graves)

    -Johnny Depp (Gellert Grindelwald)

    -Ezra Miller(Croyence Barebone)

    «Al loened burzhudus ha krimoù Grindelwald» a zo an eil film hag aet er sinema e 2018.

     

    Ivi Laouenan 6B

     

     

     

    Diesen Post teilen
    Repost0
    9. April 2018 1 09 /04 /April /2018 14:14

     

    Aozennoù:

     

    - 500 g bleud Torret an vioù ha meskit anezhe, lakait ar sac'had gouel, an amanenn, ar

    - 2 vi laezh, ar bleud hag ur pinsad halen. Meskit, leuskit ho toaz trankil e

    - 100 g amanenn pad 1e30, grait rontoù get ar toaz ha gortozit 30 min. Lakait an eoul

    - 20 g laezh frintaj er frinterez, lakait ar bignez er frinterez. Pa grog da virviñ emañ

    - 1 sachad gouel achu ne chom nemet da la lakaat ar sukr.

    - 1 sachad sukr

    - 1 pinsad halen

    - 1 l eoul frintaj

     

    Awen Le Meur -- Galois

    Diesen Post teilen
    Repost0
    9. April 2018 1 09 /04 /April /2018 14:04

    Star Stable Online a zo ur choari video get roñsed.

    Gellet a rez ober : kenstrivadegoù ,

    pourmenadenoù , kefridiou.

    Gellet a rez choari nemet àr un urzhiataer.

    Nevezadennou a vez bep merc'her ha bep blez.

    Hag e-pad an nevezadennou e vez roñsed nevez ha stummoù kezeg nevez.

    Ur c'hoari enlinenn eo.

    Gellet a rez krouiñ da jav ha krouiñ da dudenn.

    Loeiza Soulaine

     

     

     

    Diesen Post teilen
    Repost0
    9. April 2018 1 09 /04 /April /2018 09:28

    Ar gouren a zo ur sport hengounel a Vreizh, hag a vez emgannet etre daou zen. Gourenet e vez e Breizh mes ivez e Bro-Kerneveur, Bro-Skos, hag an Nevez Orlean e su Stadoù Unanet Amerika.

    Ar gouren a zo un emgann àr sav, ma vez unan é touch ar leur get ur lodenn all ag e gorf estreget e droad, e mod all e arestec'h hag e adkrogec'h doc'htu àr-lerc'h.

    Pal ar gouren a zo lakaat ur lamm d'an enebour, da lâret eo lakaat anezhoñ da gouezh àr e zivskoaz a-raok ur lodenn all ag ar c'horf.

    Ar lamm a zo an disoc'h uhelañ er gouren, ha pa vez lakaet unan, e arestec'h doc'htu an emgann.

    Kalz a skolioù gouren a zo er vro, da skouer skol Pondi, skol Brest, skol Kemper, skol Louargad…

    A-hed ar blez e vez kenskrivadegoù gouren. Gourenet e vez revez get tud ag ho oad, ha dreist-holl ho pouez. E penn kentañ ar genskrivadeg e vez dibunet ar Le.

    Ar le a zo ur gejadenn dibunet get an den kiriek ag ar gouren, e brezhoneg hag e galleg ha meur a wezh e poloneg.

     

    M'hen tou da c'houren get lealded
    Hep trubarderezh na taol fall ebet
    Evit ma enor
    Ha hini ma bro
    En testoni da ma gwiriegezh
    Hag evit heul giz vat ma zud-kozh
    Kinnig a ran da ma c'henvreur
    Ma dorn ha Ma jod
     

    Hag e Galleg

    Je jure de lutter en toute loyauté
    Sans traîtrise et sans brutalité
    Pour mon honneur et celui de mon pays
    En témoignage de ma sincérité
    Et pour suivre la coutume de mes ancêtres
    Je tends à mon adversaire ma main et ma joue
    Hag e Poloneg :
    Przysięgam walczyć z lojalnością
    Bez zdrady i bez brutalności
    Za mój honor i za mój kraj
    Na świadectwo mojej szczerości
    I postępować zgodnie ze zwyczajem moich przodków
    Daję przeciwnikowi moją rękę i mój policzek
    Le Dortz Maelenn
    3de klas

     

     

    Diesen Post teilen
    Repost0
    27. März 2018 2 27 /03 /März /2018 17:16

    Ar bleiz, pe Canis lupus, a zo ur spesad bronneg a familh ar c'hanideg. Ur loen gouez eo ar bleiz. Beviñ a ra e Amerika an norzh, en Europa hag en Azia. Ar bleiz a zo ur loen àr-nez monet da get. Met chaseet e vez anezhañ get ar vugulion evit gwareziñ an tropelladoù. Ur fri hir, dent lemm hag ur pan gris pe memp gwenn en deus ha gellet a ra beviñ etre 10 ha 16 vlez. Beviñ a ra dre strolladoù etre 8 ha 20 bleiz ha dibabet e vez ar mestr en ur c'heñveriañ etre 2 vleiz (pe muioc'h) o deus c'hoant da vout mistri ar strollad, an hini kreñvañ ha kalonekañ e vo. E norzh-Amerika e vez kavet ar bleidi brasañ, o deus etre 70 ha 90 cm a vent.

    Armel Hervieux 6vetB ☻♥♦♣♠

     

    Diesen Post teilen
    Repost0
    27. März 2018 2 27 /03 /März /2018 16:55

    Ur wech e oa ul Louarn, ul Louarn hag en doa naon. Evit ne oa ket aes ar vuhez, betek un deiz.....ma kavas keuz, mes n'en doa ket bet chañs, tapet e oa bet ar c'heuz get ur Vran, mes fin e oa al Louarn.

    Divizout a raas al Louarn ober flaterezh getoñ, neuze lavarout a raas al Louarn d'ar Vran:

    - Pegen brav out, aotrou Bran.

    Ar pluñv a zo warnoc'h a zo brav-tre....Hag ho mouezh sur a-walc'h emañ brav...

    Neuze e tigoras e veg ha kouezhel a raas ar c'heuz ha tapet e oa bet ar c'heuz gett al Louarn. Hag ar Vran drist da vout bet tapet gant ar Louarn. Hag ar Louarn e tebriñ an tamm keuz. Neuze, selaouit mat, an hani a zigor e veg a goll ar pezh a zo a-barzh !!! 

    Yuna 6vet B

    Diesen Post teilen
    Repost0

    Piv Omp ?

    • : Skolaj Diwan Gwened
    • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
    • Kontakt

    Klask Àr-Lerc'h...

    Rummadoù