Overblog
Edit post Folge diesem Blog Administration + Create my blog
14. Mai 2019 2 14 /05 /Mai /2019 10:51

Tears for fears

Tears for Fears anvet ivez TFF a zo ur strollad rock a vro Saoz (eus Bath), krouet get Roland Orzabal (57 bloaz) ha Curt Smith (57 bloaz) e 1981.

E-pad 10 vlez o deus bevet ur vuhez leun a startijenn, brudet-tre e oant etre 1983 ha 1993. Kanet ha krouet o deus kanaouennoù hag o deus lakaet anezhe da vout brudet evel Everybody Wants to Rule theWorld, Shout, Sowings the Seeds of Love pe c'hoazh Mad World.

Gwerzhet o deus tro-dro 30 milion a bladennoù er bed.

 

E 1982 o c'hanenn Mad World a lakaas Tears for Fears da vout brudet-tre er Rouantelezh Unanet.

Ar 25 a viz Meurzh 1983 eo diskoret o c'hentañ album The Hurting. Deuet eo da vout ur gwir berzh er Rouantelezh-Unanet hag àr-lerc'h en Alamagn, Australia, vro Iwerzhon, Kanada hag ur bochad broioù-all.

 

E 1984 eo diskoret ar ganenn Shout, deuet eo da vout buan a-walc'h niv.1 e Alamagn, e Belgia, en Izel-Vroioù pe c'hoazh e Suis. E-pad an hañv 1985 eo bet klaset en Top 10 e-barzh 25 bro.

E miz C'hwevrer 1985 eo diskoret o eil album anvet Songs from the Big Chair, klaset eo sizhunioù war-lerc'h niv.1 e-barzh kalz a vroioù. Deuet eo da vout brudet a drugarez d'ar ganenn Everybody Wants to Rule the World, klaset niv.1 er Stadoù-Unanet.

Hiziv an deiz e kendalc'h Tears For Fears da roiñ sonadegoù e-pep lec'h er bed ha dreist-holl er Rouantelezh Unanet.

Mona Paniez

3vet DU

 

 

 

 

 

 

Diesen Post teilen
Repost0

Kommentare

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù