Overblog
Edit post Folge diesem Blog Administration + Create my blog
21. Mai 2019 2 21 /05 /Mai /2019 11:15

The search engine that respects your privacy


Qwant a zo ul lusker enklask gall; krouet d'ar 16 a viz C’hwevrer 2013 e Nisa,

hag echuet eo a-benn d'ar 4 a viz Gouere 2013. Krouet eo bet evit ma ne vefe ket heuliet an dud war internet hag o enklaskoù.


E Nisa, e miz Even 2011, eo ijinet Qwant gant Jean-Manuel Rozan, ur postour-arc'hant, Patrick Constant hag ivez gant Eric Leandri.
An anv a zo bet ijinet en ur dapout al lizherenn "Q", kentañ lizherenn ar gêr "Quantique"(Kantek e brezhoneg); ha "want" a dalv "c'hoant" e saozneg, pe "wanted" a dalv enklasket e saozneg.
Krouet eo bet evit meur a elfenn: an dud n'int ket heuliet war internet hag o enklaskoù; hag ivez evit gellout dibab yezh al lusker enklask: e yezhoù bedel hag e yezhoù rannvroel. Neuze tu-zo lakaat Qwant e Korseg, Euskareg pe c'hoazh e Brezhoneg.

Muioc'h-mui a dud a zo enskrivet war Qwant. Er penn kentañ ne oa nemet ul lusker enklask bihan ha dianavezet eus an dud, met bremañ e kresk kement an niver a dud oc'h en em enskrivañ ma vez komzet eus tremen dirak Google e live an niver a dud o implij anezhañ. Met evit poent n'eo nemet ul lusker enklask, bihan brudet.

 

Odran Le Rallic-Maho 3de/vetDu

Diesen Post teilen
Repost0

Kommentare

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù