Overblog
Folge diesem Blog Administration + Create my blog
12. Dezember 2011 1 12 /12 /Dezember /2011 12:15

 

 

 

 

 

 

 

 

AR GOUREN

 

gouren.jpeg

Ar gouren a zo ur sport hengounel eus Breizh. Evit kemer

perzh eo ret kaout ur «roched» hag ur «bragoù». Pal ar

sport-se eo lakaat an enebour da gouezhañ war e gein,

war an div flankenn-skoaz, anvet eo an disoc'h-se «al lamm». Eizh live a zo : an hini melen zo an hini bihanañ hag an hini du a zo an hini brasañ. Ur c'hrogad a bad 3

munutenn evit ar vugale. En ur c'hrogad ez eus tri zredeog

evit gwelet mat peseurt disoc'h a zo (lamm...). Disoc'hoù

all a zo : «ar c'hostin» pa gouezher war gostez ar c'hein hag «ar c'hein» pa gouezher e traoñ ar c'hein.


GOULVEN KERSANTE

Diesen Post teilen
Repost0
6. September 2011 2 06 /09 /September /2011 15:52

Setu kroget en-dro ar skol ! Un distro a-feson a zo bet. 120 skolajiad ar blez-mañ.

Diesen Post teilen
Repost0
30. Juni 2011 4 30 /06 /Juni /2011 09:12

Get dibenn ar blez e vo kaset cheñchamantoù e skipailh ar skolaj. Mont a ra Bastian, hor penngasour muiañ karet, da gaout an heol tra bro. Chañs vat dezhañ hag a-benn nebeut pechañs.

Annie ivez a ya kuit, àr he leve, Met ne zisoñjay ket ac'hanomp, hen grataet he deus. Dont a ray d'hon saludiñ ur wezh an amzer !

Ha Laors, hor sekretour, en deus divizet cheñch hent micher. Trugarez dezhañ ivez evit razh e labour efedus ha spletus en deus kaset evit ar skipailh, ar skoljidi hag ar gerent. 

A galon ho trugarekaomp ! Chañs vat evit ho raktresoù nevez. Photo0023.jpgPhoto0012.jpg

Photo0009.jpg

 

Diesen Post teilen
Repost0
28. Juni 2011 2 28 /06 /Juni /2011 16:06

 

E miz c'hwevrer omp bet e Bro-Skos.

A-raok, hon eus bet tu da welet ar « White horse » e Uffington e Bro-Saoz.

En desped d'an amzer yen-sklas hon eus baleet betak ur jav gwenn bras meurbet « engravet » en douar doc'h torr ur manez 3000 blez zo. Hani na oui perak emañ bet graet. Pegen souezhus !

 

The White Horse

Chomet omp pevar devezh en Edinburgh.Aze, hon eus gweladennet pasabl a draoù:

An « Old town » ha « Mary King's Close », the « Royal mile » get « John Knox's House », « St Gilles Cathedral », « Holyrood Palace » ti ar rouanez hag ar brav ha bras  a « Edinburgh castle » savet tro-dro 1100 hag a sach ur milion a dud bep blez .

 

John Knox's house Edinburgh Castle Holyrood Palace

An « New town »:  « Princess Street » hag e stalioù (fiskal evit ober shopping!) ha Charlotte square get e dier brav!.

Charlotte Square

 

E Stirling omp bet ivez :Gweladennet hon eus ar « Wallace Monument » savet 140 blez zo e enor William Wallace hag en doa stourmet evit frankiz Bro-Skos 700 vlez zo! Gwelet hor boa ar film « BraveHeart »  a-raok!

 

Profitet hon eus bout e Stirling evit mont da vale da V/Balmaha e-tal Loc'h Lomond. Ambrouget omp bet get Arthur, un den ag ar vro ag en deus diskouezet deomp plantoù; gwez hag a oa a- bouez gwerso evit an dud en o buhez pemdeziek.

 

War hon distro, e-tal Carlisle hon eus gwelet un tamm ag an « Hadrian's wall » savet adalek 122 get ar Romaniz a-enep ar Bicted. Ne chome ket kalz a vein ag ar voger mes gellet hon eus ijin penaos e oa pa oa savet ha gellet hon eus profitiñ ag ar gwel-kaer : ul lec'h dibabet get ar Romaniz evit gwelet a-ziabell e oa!

 

 

 

Wallace monument Stirling Hadrian's wall

images.jpgMari-Kler

Diesen Post teilen
Repost0
28. Juni 2011 2 28 /06 /Juni /2011 15:50

Un nebeud tennoù a zo bet tennet o skeudenn e-pad ar c'hrogadoù pe hani e kavit ar bravañ ? Lârit ho soñj. Atav, kaer o deus bet ar gelennerion da striviñ ha da druchiñ forzh pegement n'int ket daet da benn a c'hounid. N'eo ket o dehe kollet naket, met un dra bennak èl 2-4 a-enep ar skipailh 4vet ! Gwelloc'h e vo en eil krogad !.. euh en trivet !Tenn kreñv David etrezek...ur meni pal !ar re greñv é tiskuizh !Tenn M

Diesen Post teilen
Repost0
28. Juni 2011 2 28 /06 /Juni /2011 15:15

Eh ya ar re 4vet eo o deus tapet o lamm get ar re vihan ag ar 5vet klas. N'eo ket e oant disteroc'h, skañvoc'h met un tammig ne fichent ket kalz àr an dachenn ! E-giz m'en deus lâret un c'hoariour deomp : "Re aes e oa bout trec'h àr ar vandennad danvez forbaned-se ! Gortoomp ar c'hentañ krogad 'hat !Mari-Kler e pal ar skipailh kelennerion

Diesen Post teilen
Repost0
28. Juni 2011 2 28 /06 /Juni /2011 14:35

Gwir eo, evit ar wezh kentañ eo bet kollet kentañ lodenn tournamant mell-droad ar skolaj get ar skipailh kelennerion ! N'eo ket e oa nul an c'hoari met e-giz ma lâr Laors "ret e vo truchiñ pe uhelaat ar live" ar pezh ne vo ket moien da ma soñj. Ur soñj arall a zo daet en e soñj eo implij un "ornitoreñks". Start int da gaout er mare-mañ ag ar blez e Breizh ! Ne gollomp ket kalon"e-giz ma lâre Jorj Dimitrof Kelenner Diwan e Sofia : "Ar-sav, àr-raok na bout ma kollehec'h mar kouezhit, kouezhit àr ho sav!"

John Troad-KleizLaors the Best of the dachenn mell-droad !

Diesen Post teilen
Repost0
27. Juni 2011 1 27 /06 /Juni /2011 18:29

Bet eo an 3de klas e Pluniav, Bieuzhi-an-Dour hag e Mêlrant da
weladenniñ glad ar chapelioù hag oberennoù a-vremañ staliet enno da
geñver ar gouel « An arz er chapelioù ».
Dizoloet o deus chapel Sant-Nikolaz hag oberenn Rainer Gross, ur
c'hizelladur in situ, a-vent gant diabarzh ar chapel, hag a hent ar seller
eus an nor d'un toull er voger ma 'z eus toulloù all gant kolpennoù.
E chapel Sant-Weltaz o deus komzet gant Eric Winarto a-benn ober
anaoudegezh gant e labour.
War ar stern e oa e labour. Gant se n'eus ket bet tu gwelet ar forest
skeudennet gantañ e gwenn war ur foñs gwenn, na vo gwelet nemet
gant ur gouloù treluc'h. Ret e vo gortoz Miz Gouere da welet an
oberenn echu...
E chapel Itron Varia ar Guelhouit e oa un oberenn gant Patrick
Hébrard : ur staliadur gant ur video, diwar-benn ur vaouez hag ur den
ne zeuont ket a-benn da zarempredoù an eil gant egile.
Tro o deus bet ar skolajidi da bleustriñ, ha da seveniñ un oberenn in
situ ivez.arz.JPG

Diesen Post teilen
Repost0
27. Juni 2011 1 27 /06 /Juni /2011 18:22


Beaj e “Euskal Herria”
Bet omp bet e Bro Euskadi etre an 11 hag ar 17 a viz Ebrel. Graet hor boa un eskemm get skolajidi
Arrizmendi Ikastola e Arrasate. Degemeret hor boa da gentañ an Euskariz e miz Meurzh ha goude omp
bet e Arrasate get re drede skolaj Diwan Kemper ivez.
Aet omp kuit d'ar Lun da vitin a di-gar Gwened ha 10 euriad goude, setu ni arru e Arrasate, lec'h ma oa
hor c'henskrivourion euskadi.JPGdoc'h hor gortoz.
A-hed ar sizhun hon eus gweladennet ha dizoloet lec'hioù brudet èl Gernika, ar mirdi Guggenheim e
Bilbao pe mein-gleuzioù Arditurri.
Amzer vrav hon eus bet ha gellet hon eus tenniñ splet ag an tommder evit monet da San Sebastian pe da
gemer perzh er C'horrika (kevatal doc'h ar Redadeg e Breizh) pe c'hoazh chom da c'hoari er maez.
Bourrapl-bras a oa an eskemm, gwelet hon eus e veze difennet gwell an euskareg gete evit ar brezhoneg
genomp.
Evite, komz euskareg a zo anat.
Agur!

(Pennad skrivet gant ar re 3de)

Diesen Post teilen
Repost0
4. Mai 2009 1 04 /05 /Mai /2009 13:35
Diesen Post teilen
Repost0

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù