Overblog Folge diesem Blog
Edit post Administration Create my blog
17. März 2015 2 17 /03 /März /2015 12:11

Beaj  Euskariz e Breizh. D'an 13 a viz Ebrel betek an 18/04 eh eus skolajidi a vro euskadi a zo deuet d'ar skolaj a-benn eskemm gant ar skolajidi trede. Peogwir e oant re niverus int bet rannet e daou strollad, unan e Kemper, hag unan e Gwened. Kousket a raent e ti ar skolajidi, peogwir e oant kenskriverion. Strollad Gwened a zo erruet e Breizh d'ar Gwener da 7eur vintin, debret o deus er skolaj gant ar skolajidi. War-lerc'h zo bet aozet un eskemm a-benn gouzout peseurt kenskriver a oa gant peseurt skolajiad Wened. Kinniget o deus an Euskariz ur ganaouenn e Euskareg (a gomze diwar-benn ar fed o doa c'hoant da veviñ en o yezh an euskareg) hag un dañs hengounel. Re Gwened o deus graet kemend-all, kanet o deus « Liberta » ha dañset klazik dañsoù (Plin, Hanterdro, Rond st-Vinsañt…). Goude-se eo bet graet krampouezh, tout an dud o deus sikouret da fardiñ an toaz, Re Wened o deus graet war-dro ober ar c'hampouezh ha sikour  re Euskadi o doa c'hoant da glask ober.

Pad an abardez o deus graet holl ur c'hoari e Gwened, dre skipailhoù 10den, int bet o pourmen e kêr a-benn tapout fotoioù dirak lec'hioù resis (dor an toull-barc'h, an iliz, ar stal « lenn ha dilenn »…). D'ar sadorn ha d'ar sul e oant  e ti o kenskriver, ha neuze ne oa netra ispisial aozet gant ar skolaj. D'al lun int holl bet da bourmen en Alre, debret o deus piknikoù e sant-Goustan, ha dieub e oant d'ober ar pezh o doa c'hoant 'pad tout an devezh. Distroet int tro 5eur, aozet o deus ar gweleoù evit an Euskariz a yae da gousket er skolaj, ha gortozet an eur da zebriñ. Goude debriñ e oa bet aozet ur « boum » gant tout ar skolajidi, a-dal 8eur betek 9eur, ha nemet evit ar re drede hag o c'henskriverion a-dal 9eur da 9eur30. Kanaouennoù a bep seurt a oa (spagnoleg ha galleg), ha pep hini, pe daost, n'eus dañset. Kousket o deus ar re Euskariz (hag a oa kenskriver gant un diabarzhiad) er skolaj. D'ar meurzh, int bet o pourmen gant re Kemper. Ar skolajidi a Vreizh a zo chomet da labourat er skolaj. Evito eo bet cheñchet un tamm an devezh skol, peogwir ne oant ket niverus-tre (an hanter eus ar dredeidi a oa e beaj klas en Alamagn.), hag ouzhpenn-se e oa kelenourion ezvezant. Ha d'ar merc'her e oa an devezh divezhañ beaj an Euskariz, heñvel d'ar sadorn hag d'ar sul, pep hini a chome e ti e genskriver. Kaset int bet  d'ar c'harr-boutin tro 9 eur a-benn distreiñ da Euskadi. Hag d'an 23 e vo tro re Gwened ha Kemper da vont d'o zro da Euskadi.

 

Philomèneeuskadi.jpg

Diesen Post teilen

Repost 0
Published by skolaj Diwan Gwened
Kommentiere diesen Post

Kommentare

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù