Overblog Folge diesem Blog
Edit post Administration Create my blog
23. Januar 2012 1 23 /01 /Januar /2012 14:42

9782700232776.jpg

Istor ur plac'hig a veve e Bro-Saoz gant he breur hag he zad. Tad Aziliz a oa ur roue anavezet gant an holl e Bro-Saoz met e Breizh ivez. 14 vloaz e oa ha beviñ a rae er blez 450. Ur wech e oa o treuziñ ar c'haod evit mont da di ur plac'h a oa èl ur vamm eviti. Ar plac'h-se a oa anvet «an hani gozh ag ar c'hoad» hag a zikoure Aziliz a p'he doa c'hoant da vezañ strobinelerez. Ur wech, Aneurin (kenderv Aziliz) a zeuas e ti Aziliz hag he familh rak ret e oa dezhañ mont d' ober ar brezel e Breizh. Neuze ezhomm en doa armoù evit ober ar brezel. Breur Aziliz en deus bet c'hoant e kavfe e c'hoar ur garantez met Aziliz n' he deus ket bet c'hoant. Pa en deus kroget Aneurin get e veaj e choazas Aziliz adapout he c'henderv gant Kian. Neuze e kendalc'h-hi he beaj gant Aneurin ha Kian. A-raok ma vefe lazhet Aneurin gant karantez Aziliz en doa roet dezhi un arm en doa graet eñ gant e wad hag an arm-se a oa burzhudus hag er fin Aziliz a zegas an arm da Arzhur, roue Breizh.

Emma

 

 

Diesen Post teilen

Repost 0
Published by skolaj Diwan Gwened - in A bep seurt
Kommentiere diesen Post

Kommentare

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù