Overblog Folge diesem Blog
Edit post Administration Create my blog
23. November 2012 5 23 /11 /November /2012 10:27

 

images000.jpeg 

Ar vell-zorn a zo ur sport a-stroll. Er mell-zorn e vez redet buan hag ober roadennoù mat. An dachenn vell-zorn a ra 40 m hirder ha 20 m ledander. En un dachenn mell-zorn ez eus : al linenn kreiz, al linenn ziavaez, linenn an 9 m, al linenn penalty hag ar zonenn. Ar reolennoù : pas ober muioc'h eget 3 fas, pas mont e-barzh ar zonenn, pas roiñ ar vell d'ar c'hoarier en e-unan, pas ober un ad-dribl da lâret eo daou ad-lamm. AN ISTOR Hervez an istorourion, ar vell-zorn zo bet krouet e 1998 e Bro-Danmark dre wellaat an “handbold”, c'hoariet war un dachenn vihan, ar memes hini evel ar “sept” hiziv an deiz. E 1919, en doa kinniget an Aotroù Carl Schellenz ur reizhadenn ag an trodball ha krouet ar vell-zorn gant 11 c'hoarier. E 1926, e Haye, en doa anavezet Kevredad Etrevroadel an Atleterezh amatourion, ur c'homision evit sevel reolennoù etrevroadel evit ar "c'hoari gant an dorn" deuet da vezañ ar vell-zorn. E 1928 e oa deuet ar vell-zorn (c'hoariet er-maez gant skipailhoù 11 c'hoarier) da vezañ ur sport diskouezet er C'hoarioù Olimpek en Amsterdam. E-pad ar C'hoarioù Olimpek-se e voe krouet "Kevredad etrevroadel ar vell-zorn amatour" (F.I.H.A) E 1932 e oa 23 bro e-barzh ar F.I.H.A. Degemeret e oa, ar vell-zorn e c'hoarioù olimpek Berlin. 6 bro o doa kemeret perzh : Alamagn, Suis, Hungaria, Roumania ha SUA. Daou vloaz goude e voe aozet gant an Alamagn kentañ kampionad ar bed da unnek ha da seizh. Goude an eil brezel bed e oa bet lamet eus ar program olimpek. E miz Gouhere 1946, e oa bet krouet gant eizh kevredad vroadel e Kopenhagen Kevredad etrevroadel ar vell-zorn a-vremañ (I.H.A).

 

Myrdhinn hag Ael

Diesen Post teilen

Repost 0
Published by skolaj Diwan Gwened - in A bep seurt
Kommentiere diesen Post

Kommentare

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù