Overblog Folge diesem Blog
Edit post Administration Create my blog
25. Juni 2011 6 25 /06 /Juni /2011 12:15

Ar Surf

 

 

 

Ar surf a zo ur plankenn a « ruilh » war an dour. Gellet a raomp mont àrnezhi.

Met danjerus-tre eo, a-gaos d' ar gwagennoù bras kenañ, ar bleidi-mor ha pa gouezher

barzh an dour.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Dizoloet oa bet ar surf gant James Cook (1728-1779) e-kerzh e drede ergerzh. Erruet-eñ e inizi Sandwich e Hawaii e verzhas e oa tud hag a gemere plijadur o neuial betek ar pezh ' vez anvet « line up » (lec'h ma krog ar gwagennoù da derriñ war an aod) hag a zistroe war gein ar wagenn, war-sav, gant plankennoù troc'het en ur c'hef.

 

Evit chom a-sav war ar plankenn eo ret kaout un teknik ispisial ha dreist-holl ar c'hempouez. Anvet eo an take off ar prantad berr etre fin ar roeñvañ evit kemer ar wagenn ha stabiladur an den war ar plankenn.

 

 

Ar plankenn a c'hell bout a bep seurt lunioù àrnezhañ ; a bep seurt mentoù hag evit echu a bep seurt livioù.

 

Evit chom àr-sav war ar plankenn eo ret kaout un teknik ispisial ha dreist-holl ar c'hempouez.

 

 

 

 

 

 

 

Epenn-kentan ar surf ne veze implijet nemet plankennou hir-tre (longboard). Al longboarda zo ur plankenn hir-tre, a 2,75 metrad da 5/6 metrad. Pounner-tre eo ar plankenn-se ha tev a-walc'h ivez.

Gant diorroadur ar sevenadur surf eo bet ijinet sportoù all, tennet diwar ar surf, gant ar memes santadoù, hag ar blijadur da risklañ war ar gwagennoù ha da gaout plijadur en ur vezañ a-gevret gant an dour, an natur hag ar gwagennoù...

 

A drugarez da Zuke Kahanamoku e penn kentañ an XXvet kantved en em ledanas ar surf betek an inizi Hawaii hag er memes amzer er Stadoù Unanet hag e Aostralia. Krogiñ a raio evit gwir ar c'henwerzh tro-dro d'ar surf er bloavezhioù 1950, 1960 gant araokadennoù an teknikoù.

Sellet penaos emañ bras...

 

 

 

Brieg Bainvel

Diesen Post teilen

Repost 0
Published by skolaj Diwan Gwened - in DIWANKUP
Kommentiere diesen Post

Kommentare

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù