Overblog Folge diesem Blog
Edit post Administration Create my blog
23. November 2012 5 23 /11 /November /2012 11:12

An tigr dent sabrenn

An tigr dent sabrenn , anvet ivez Smilodon(gresianeg:dant-kontell), a oa ul loen bras tre, an hani brasañ hon eus bet gwelet. Kavet e veze an tigred dent sabrenn en Amerika etre 3 milion a vlezadoù ’zo ha 10 000 a vlezadoù pe àr-dro. Marv eo bremañ, n'eus ket mui anezhañ. Daoust d’e anv pobl ne oa ket un tigranezhañ. Brasoc'h evit ar leon e oa. Kavet eh eus bet betek-henn pemp spesad disheñvel :

-Smilodon fatalis 1.6 milion-10 000 vlez ’zo. Ment etre. Beviñ a rae koulz en Amerika an Norzh hag en hani ar Su.

-Smilodon gracilis 2.5 milion-500 000 blez ’zo. Ar spesad bihanañ.

-Smilodon populator 1 milion-10 000 blez ’zo. Ar spesad brasañ. Beviñ a rae e reter Amerka ar Su.

images0001.jpeg-Smilodon californicus ha Smilodon floridus isspesadoù marteze ag ar Smilodon fatalis.

Hir àr-dro 18 cm e oa e zent. Debriñ a rae megatheriumed, machraucheniaded (evit lâret gwir, ne ouian ket petra eo) ,kezeg gwez... Moarvat e chaseent evel al leoned a-vremañ. Ar parezed eo a rae al labour, ha ne c’hellent ket redek nemet war pennadoù berr. Kavet eh eus bet skeledennoù a digred dent sabrenn gloazet met chomet bev.

Brav oant mes danjerus oant ivez ! !

An tigr-mañ a zo:

 

Reizad: Loened,

Skourad: Chordata,

Kevrennad: Bronneg,

Urzhiad: Carnivora,

Kerentiad: Felidae,

Iskerentiad: Machairodontinae,

Genad: Smilodon.

Amandine Panaget ha Mewena Quillay-Petitbon

Diesen Post teilen

Repost 0
Published by skolaj Diwan Gwened - in A bep seurt
Kommentiere diesen Post

Kommentare

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù