Overblog
Edit post Folge diesem Blog Administration + Create my blog
15. Februar 2021 1 15 /02 /Februar /2021 09:34

Ma loened muiañ karet eo ar c'hizhier.

Em zi em eus unan hag a zo anvet Orius.

Ma c'hazh am eus bet anezhañ daou vlez zo evit ma deiz ha bloaz.

Moutik-tre eo, kousket a ra ganin bemnoz.

Div pe deir gwech en deus degaset logod en ti met sañset e tebr boued-kazh.

Pa oa bihan e lamme e pep lec'h evit tapout c’hwibed.

Kavet hon eus Orius en SPA.

Kousket a ra Orius an deiz hag eñ a ya da bourmen pa ra noz.

A-raok em boa ur c'hazh all anvet Reglisse 16 vloaz e oa met re glañv e oa, degaset hon eus anezhi e ti ar mezeg loened hag he deus graet ur flemmadenn ha marv eo.

Trist-kenañ e oan.

Malou Dupré ha Liza Vernet-Evano

Diesen Post teilen
Repost0

Kommentare

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù