Overblog Folge diesem Blog
Edit post Administration Create my blog
2. Juni 2017 5 02 /06 /Juni /2017 15:29

Shaman king a zo ur manga ijinet gant Hiroyuki Takei. Krouet eo bet ar manga-mañ etre 1998 ha 2004. E 2001 eo bet lakaet tout ar mangaoù-mañ en un dresadenn vev. Shaman king 64 rumad.

Yoh a zo aroaz ha Manta a zo ur skolajiad hag a dremen dre ur vered ,'barzh ar vered se ez eus Yoh hag int a vo mignoned. Neuze Yoh a zo ur shaman ha roll ur shaman a zo d'ober emgannoù gant un tasmant 'barzh o c'horf ,c'hwi c'hell bout mestr eus an tasmant pe an tasmant a zo mestr warnoc'h (diwallit doc'hte). Yoh a zo mestr ouzh un tasmant anvet Amidamaru (ur samourai a c'hortoze e sabr pad 500 vlez hag a zo marv en ur c'hortoz). 'Barzh ar manga ez eus kalz tud evel : Anna Kyoyama (shaman hag amourous Yoh), Tao Ren (shaman hag enebourion gentañ Yoh), Ume Riu (un den un tammig sot hag a glask arest Yoh met n'eo ket ur shaman).

 

Geriaoueg ur shaman:

Furyoku (paz oc'h o kej gant un tasmant), Itako, ( pa varv un den en deus ar choaz da chom war an douar evit bout mesket gant un den bev pe da vont en egor.) Neuze un itako a c'hell digor an nor etre an douar hag an egor ha lakaat an tasmantoù da vonet kuit ha da vont en-dro war an douar), Brezel ar shaman ( bep 10 vlez ez eus un emgann etre tout ar shamaned evit bout roue ar shamaned), Over Soul (paz oc'h kej gant un tasmant hag oc'h da 100% eus o hudouriezh), Shikigami (spered an douar a c'hell sikour ar shamaned), Onmyôji (ur shaman kreñv-tre hag a implij ar Shikigamioù evit en em ganniñ).

Anatole Hoyet Renaud

Diesen Post teilen

Repost 0
Published by skolaj Diwan Gwened
Kommentiere diesen Post

Kommentare

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù