Overblog Folge diesem Blog
Edit post Administration Create my blog
12. Juni 2017 1 12 /06 /Juni /2017 15:08

 

Ar proteus, proteus anguinus e anv skiantel, a zo un amfibian a vev en ur vougev hepken, hini Postojna, met diwezhatoc'h eo bet « ezporzhet » e mougevioù all. Er memes familh loened evel ar pedrevaned hag ar sourded eo, kig-debrer brasañ ar mougevioù eo.

 

Perzhioù hañval doc'h Mab-den

Ar Proteus a zo un amfibian en deus kollet kalz a zoareennoù un anfibian, a zo etre 20 ha 30 santimetrad hirder, anavezet eo gant e groc'hen wenn a zo tost da vab-den. Ne implij ket e zaoulagad gant an teñvalded a vez er mougevioù, divrec'h bihan en deus a lak da soñjal ivez e reoù Mab-den. Brenkoù diavaez ruz en deus.

Dek vloaz hep debriñ netra :

Krog a ra buhez ar Proteus en ur vi. Pa ziflosk e kemer ur stumm gour goude pevar miz, met pemzek vloaz eo ret dezhañ gortoz a-raok gouennañ. En em ziblas a ra evel ar sili, ne implij ket kalz e zivrec'h evit fiñval. Debriñ a ra dreist-holl kranked bihan ar mougevioù met betek 10 vloaz e c'hell chom hep debriñ netra. Ret eo gortoz 15 vloaz evit ma c'hellfe gouennañ, ar gouennadur a zo bet gwelet pa oa en ereoù. Pell-tre e c'hell bevañ, ar geidenn a zo eus 68,5 bloaz, ar proteus kosañ en deus bevet betk 102 vloaz ! Ne vez ket displeget an dra-mañ c'hoazh gant ar skiantourion.

Ar proteus du :

Ar proteus du a zo un is-spesad eus ar proteus, an diforc'h brasañ a zo ez eo du. Bihanoc'h eo e benn ivez, kigennoù ar javedoù a zo kreñvoc'h, daoulagad diorroetoc'h en deus. Soñjal a ra ar skiantourien en deus kroget da drevadenniñ ar mougevioù diwezhatoc'h, setu perak en defe c'hoazh doareennoù un anfibian boutin.

Elouan Julien

Diesen Post teilen

Repost 0
Published by skolaj Diwan Gwened
Kommentiere diesen Post

Kommentare

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù