Overblog Folge diesem Blog
Edit post Administration Create my blog
23. Juni 2017 5 23 /06 /Juni /2017 15:27

An arkeologiezh a zo ur skiant hag a glask gouzout petra a oa ha penaos a oa an traoù en hor raok. Evit-se e vez graet furchadennoù henoniel, da lâret eo e vez graet toulloù e-barzh an douar, ha klasket e vez traoù hag a ziskouez ez eus bet tud pe loened amañ en hor raok. Goude ar pezh hag a vez kavet, a vez roet d'un arnodva ha graet e vez taolioù-arnod evit gouzout e peseurt mare a zo bet graet an traoù pe pegoulz a oa un den e vevañ. Da skouer get teknik ar c'harbon 14 e c'hellomp gouzout e peseurt mare e veve un den, roet e vez ivez ur skinlun evit gouzout petra a oa e-barzh un objed hep torriñ anezhañ. Bez ez eus kalz a seurt arkeologourion, ar re hag a ra war-dro ar ragamzer, reoù evit an henamzer, reoù c'hoazh evit ar grennamzer, ma ho peus c'hoant, reoù evit pep prantad eus an amzer. An arkeologiezh a zo ivez klask titouroù e-barzh al levrioù evit gouzout e men ober ur furchadenn henoniel.

Hélori.O. 6vet A

Diesen Post teilen

Repost 0
Published by skolaj Diwan Gwened
Kommentiere diesen Post

Kommentare

Piv Omp ?

  • : Skolaj Diwan Gwened
  • Skolaj Diwan Gwened
  • : Blog Skolaj Diwan Gwened. A bep seurt doareoù diàr buhez ar skolajidi. Skolaj Diwan ar Mor-bihan
  • Kontakt

Klask Àr-Lerc'h...

Rummadoù